Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -


Mazhev 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 3 Prezegennoù Yann-Vadezour

1 En deizioù-se e teuas Yann-Vadezour da brezeg e lec’h distro Judea,

2 o lavarout: Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost.

3 Anezhañ eo en deus komzet ar profed Izaia, o lavarout: Mouezh an hini a gri el lec’h distro: Kempennit hent an Aotrou, grit eeun e wenodennoù.

4 Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d’e groazell. E voued a oa kilheien-raden ha mel gouez.

5 Neuze Jeruzalem, holl vro Judea hag an holl vro war-dro ar Jordan, a yae d’e gavout,

6 hag e oant badezet gantañ er Jordan, oc’h anzav o fec’hedoù.

7 Met, o welout kalz a farizianed hag a sadukeiz o tont d’e vadeziant, e lavaras dezho: Lignez a naered-gwiber, piv en deus desket deoc’h tec’hout diouzh ar gounnar da zont?

8 Dougit eta frouezh dereat d’ar geuzidigezh,

9 ha na lavarit ket ennoc’h hoc’h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc’h e c’hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham.

10 Ar vouc’hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat a ya da vezañ troc’het ha taolet en tan.

11 Me ho padez en dour evit ar geuzidigezh, met dont a ra unan war va lerc’h, galloudusoc’h eo egedon, ha n’on ket dellezek da zougen e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.

12 E grouer a zo gantañ en e zorn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh er solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket.


Badeziant Jezuz

13 Neuze Jezuz a zeuas eus Galilea d’ar Jordan da gavout Yann, evit bezañ badezet gantañ.

14 Met Yann ne felle ket dezhañ henn ober, o lavarout: Me am eus ezhomm da vezañ badezet ganit, hag e teuez da’m c’havout?

15 Jezuz a respontas dezhañ: Na harz ket-se bremañ, rak evel-se eo e tere ouzhimp peurober pep reizhder. Neuze en lezas d’ober.

16 Goude ma oa bet badezet, Jezuz a savas raktal eus an dour. Ha setu, an neñvoù a oa digoret a-us dezhañ, hag e welas Spered Doue, e doare ur goulm, o tiskenn warnañ.

17 Ha setu, ur vouezh eus an neñvoù a lavare: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.

Síguenos en:



Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos