Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 7:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 En eur-se zoken, eñ a yac’haas kalz a dud eus o c’hleñvedoù, eus o mac’hagnoù hag eus drouk-speredoù, hag e roas ar gweled da veur a hini dall.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

21 Hogen, en heur‐ze memeus, Jesus a iac’heaz kalz a dud euz ho c’hlenvejou, euz ho gwall‐boaniou, hag euz an drouk‐sperejou, hag e roaz ar gwelet da veur a zen dall.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 7:21
12 Referencias Cruzadas  

Pa vo er vro an naonegezh pe ar vosenn pe ar mergl pe an intr pe ar c'hilheien-raden pe ar preñvedigoù, pa vint sezizet en o bro hag en o dorojoù gant o enebourien, pa vo ur gouli pe ur c'hleñved bennak,


Met mar deu an aberzhour ha mar gwel penaos ne vo ket astennet ar gouli en ti goude ma’z eo bet induet an ti, an aberzhour a zisklêrio an ti glan, rak ar gouli a zo pareet.


Jezuz a valeas dre holl C’halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, o yac’haat kement kleñved ha kement mac’hagn a oa e-touez ar bobl.


Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.


Rak en doa yac’haet kalz anezho, en hevelep doare m’en em daole warnañ kement en doa ur c’hleñved evit stekiñ outañ.


Raktal he diwadañ a baouezas, hag e santas en he c’horf e oa yac’haet eus he foan.


Lavarout a reas dezhi: Merc’h, da feiz he deus da yac’haet, kae e peoc’h ha bez dizereet eus da gleñved.


O vezañ deuet d’e gavout, ar re-mañ a lavaras: Yann-Vadezour en deus hon degaset da’z kavout evit lavarout: Bez’ out an hini a dle dont pe e tleomp gortoz unan all?


rak an Aotrou a gastiz an hini a gar hag a sko gant e walenn pep mab a vez anavezet gantañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos