Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 7:21 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

21 Hogen, en heur‐ze memeus, Jesus a iac’heaz kalz a dud euz ho c’hlenvejou, euz ho gwall‐boaniou, hag euz an drouk‐sperejou, hag e roaz ar gwelet da veur a zen dall.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 En eur-se zoken, eñ a yac’haas kalz a dud eus o c’hleñvedoù, eus o mac’hagnoù hag eus drouk-speredoù, hag e roas ar gweled da veur a hini dall.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 7:21
12 Referencias Cruzadas  

Ha Jesus a iea dre an holl C’halile, o kelen en ho zinagogou, hag o prezeg aviel rouantelez Doue, hag o iac’haad kement klenved, ha kement infirmite a oa e‐touez ar bobl.


Hag ar vrud anezhan a ieaz dre an holl Siri; hag e tigassent dezhan an holl dud klanv ha dalc’het gant meur a glenved hag a wall‐boan, hag ar re dalc’het gant an drouk‐spered, hag ar re loarec, hag ar re baralitic; hag hen a iac’hae anezhe.


Rag bez’ hen doa iac’heet kalz anezhe, en hevelep doare ma en em daole varnezhan kement hag ho doa gwall‐glenvejou evit gallout touch outhan.


Ha rag‐tal he dioada a ehanaz; hag e santaz en he c’horf e oa pareet euz he c’hlenved.


Ha Jesus a lavaraz dezhi: Va merc’h, da feiz hen deuz da zaveteet; kea en peoc’h ha bez pare euz da glenved.


An dud‐se eta, o veza deuet da gavout Jesus, a lavaraz dezhan: Ian ar Badezour hen deuz hon digasset d’az kavoud, da lavaret d’id: Ha te eo an hini a dlie dont, pe unan all a dleomp‐ni da c’hortoz?


rag an Aotrou a gastiz an hini a zo karet ganthan, hag a sko gant gwialennou var an hini a zo anavezet ganthan evit he vab.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos