Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 7:22 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

22 Neuze, en eur respont, e lavaraz dezhe: It, ha lavarit da Ian kement hoc’h euz gwelet ha klevet: penaos ar re dall ho deuz ar gwelet, ar re gam a vale eün, an dud lor a zo neteet, ar re vouzar a glev, ar re varo a zistro d’ar vuez, an aviel a zo prezeget d’ar beorien;

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Jezuz a respontas dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh hoc’h eus gwelet ha klevet: ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d’ar beorien.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 7:22
31 Referencias Cruzadas  

Ar re dall a vel, ar re gam a vale, ar re ler a zo neteet, ar re vouzar a glev, ar re varo a resussit, hag an aviel a zo prezeget d’ar re baour.


Neuze tud dall, ha tud kam a zeuaz d’he gavoud ebarz en templ, hag hen ho iac’heaz.


Spered an Aotrou a zo varnoun, abalamour da ze hen deuz va eoliet evit prezeg an Aviel d’ar beorien; va c’hasset hen deuz evit iac’haad ar re a zo mantret ho c’halon;


Hogen, en heur‐ze memeus, Jesus a iac’heaz kalz a dud euz ho c’hlenvejou, euz ho gwall‐boaniou, hag euz an drouk‐sperejou, hag e roaz ar gwelet da veur a zen dall.


hag eürus eo an hini na vezo ket scandalizet abalamour d’in.


Nathanael a lavaraz dezhan: Daoust hag euz a Nazaret ec’h hell dond eun dra‐benag a vad? Philip a lavaraz dezhan: Deuz ha gwel.


evit digeri dezhe ho daou‐lagad, hag ober dezhe tremen euz an devalijen d’ar sclerijen, hag euz a c’halloud Satan da Zoue, evit ma recevint dre ar feiz enoun ar pardon euz ar pec’hejou, ha lod en heritach ar zent.


Rag ar sperejou impur a iea, en eur grial krenv, er meaz euz a veur a hini hag a oa dalc’het ganthe; ha kalz a dud paralitic hag a re gam a oe iac’heet.


Selaouit, va breudeur muia‐karet; ha n’hen deuz ket Doue choazet ar beorien euz ar bed‐man da veza pinvidic er feiz hag heritourien euz ar rouantelez hen deuz prometet d’ar re a gar anezhan?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos