Ha Simeon a vennigaz anezhe, hag a lavaraz da Vari he vam: Setu, ar bugel‐man a zo lakeat evit beza occasion a scandal hag a zilvidigez da galz en Israel, hag evit gouzanv controliach a‐berz an dud,
Neuze, en eur respont, e lavaraz dezhe: It, ha lavarit da Ian kement hoc’h euz gwelet ha klevet: penaos ar re dall ho deuz ar gwelet, ar re gam a vale eün, an dud lor a zo neteet, ar re vouzar a glev, ar re varo a zistro d’ar vuez, an aviel a zo prezeget d’ar beorien;
Hogen, an den aneval na gompren ket an traou euz a Spered Doue; rag follentez int evithan, ha na hell ket ho anaoud, rag dre ar Spered a Zoue eo e ranker ho barna.