Ouzhpenn, evel m'eo bet fur ar Prezeger, en deus ivez kelennet ar furnez d'ar bobl. Eveshaet en deus, furchet hag urzhiet kalz a grennlavarioù.
Sant Marc 10:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O vont ac’hano, e teuas e kostezioù Judea en tu all d’ar Jordan. Ar bobl en em zastumas adarre war e dro hag, evel ma oa e c’hiz, en em lakaas d’o c’helenn a-nevez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus, o veza eat kuit ac’hane, a zeuaz var bord ar Jude, a‐hed ar Jourdan; hag ar bobl en em zastumaz c’hoas var he dro, hag hervez he gustum, e kelennaz anezhe adare. |
Ouzhpenn, evel m'eo bet fur ar Prezeger, en deus ivez kelennet ar furnez d'ar bobl. Eveshaet en deus, furchet hag urzhiet kalz a grennlavarioù.
Troet o deus ouzhin o c'hein ha nann o dremm, koulskoude em eus o c'helennet, o sevel abred em eus o c'helennet, met n'int ket bet sentus evit degemer an deskadurezh.
D’an ampoent-se Jezuz a lavaras d’ar vandenn-se: Deuet oc’h er-maez evel war-lerc’h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregiñ ennon. Bemdez e oan azezet en ho touez, o kelenn en templ, ha n’hoc’h eus ket va c’hemeret.
Jezuz a valeas dre holl C’halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, o yac’haat kement kleñved ha kement mac’hagn a oa e-touez ar bobl.
Mont a rejont e Kafarnaoum. O vezañ da gentañ aet er sinagogenn d’an deiz sabad, e kelennas enni.
Ar farizianed a zeuas hag a c’houlennas outañ evit e demptañ: Hag e c’hell un den kas e wreg kuit?
Evel ma oa Jezuz o kelenn en templ, e lavaras: Penaos e lavar ar skribed ez eo ar C’hrist Mab David?
Bemdez e oan en ho touez, o kelenn en templ, ha n’hoc’h eus ket va c’hemeret, met bez’ eo evit ma vo ar Skriturioù peurc’hraet.
Deskiñ a reas dezho kalz a draoù dre barabolennoù hag e lavaras dezho en e gelennadurezh:
Pa zeuas ar sabad, en em lakaas da gelenn er sinagogenn. Kalz eus ar re en kleve a voe souezhet hag a lavaras: A-belec’h e teu an traoù-se d’an den-mañ? Petra eo ar furnez-se a zo bet roet dezhañ hag ar mirakloù bras en em ra dre e zaouarn?
Jezuz, o vezañ aet, a welas ul lod bras a dud hag en doe truez outo, abalamour ma oant evel deñved hep mesaer, hag en em lakaas da zeskiñ dezho meur a dra.
Souezhet e voe eus o diskredoni. Hag ez eas dre ar bourc’hioù tro-war-dro, en ur gelenn.
Mont a reas a-nevez en tu all d’ar Jordan, e-lec’h ma oa Yann o vadeziñ da gentañ, hag e chomas eno.
Jezuz a respontas dezhañ: Komzet em eus sklaer d’an dud. Atav em eus kelennet er sinagogenn hag en templ e-lec’h m’en em zastum ar Yuzevien, ha ne’m eus lavaret netra e-kuzh.