Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 9:50 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

50 Un dra vat eo an holen, met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo temzet? Ho pet holen ennoc’h hoc’h-unan ha bezit e peoc’h etrezoc’h.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

50 Eun dra vad eo an holen; mes mar deu an holen da goll he vlaz, gant petra e sallot‐hu anezhan?

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 9:50
28 Referencias Cruzadas  

Hag e vez debret hep holen ar pezh a zo goular? Ha kavet eo blaz e gwenn ur vi?


Kanaouenn ar "Maalod"; eus David. Setu, pegen brav, pegen dous eo evit breudeur chom unanet asambles.


Diwall da deod diouzh an droug, ha da vuzelloù diouzh komzoù touellus.


O c'hinnig a ri dirak an AOTROU; an aberzhourien a daolo holen warno, hag a ginnigo anezho evel loskaberzh d'an AOTROU.


C’hwi a zo holen an douar, met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo sallet? N’eo mui mat, nemet da vezañ taolet er-maez ha mac’het gant treid an dud.


Met int a dave, rak en em dabutet o doa en hent war an hini a vije ar brasañ.


Rak pep hini a vo sallet gant tan, ha pep prof a vo sallet gant holen.


Mar d-eo posupl hag e kement ha ma sell ouzhoc’h, bezit e peoc’h gant an holl dud.


A-hend-all, breudeur, en em laouenait, klaskit bezañ peurvat, en em frealzit, bezit en un hevelep soñj, bevit e peoc’h, hag an Doue a garantez hag a beoc’h a vo ganeoc’h.


Met frouezh ar Spered a zo karantez, levenez, peoc’h, pasianted, madelezh, hegarated, feiz,


Ra ne zeuio ger dizonest ebet eus ho kenoù, met ra vo ho komzoù mat da skoliañ gant talvoudegezh evit ma raint vat d’ar re o c’hlevo.


Lakait evezh hepken d’en em ren en un doare dellezek eus Aviel Krist, evit, pe e teuin d’ho kwelout pe e vin ezvezant, ma klevin lavarout ac’hanoc’h e talc’hit start en un hevelep spered da stourm gant un hevelep ene evit feiz an Aviel,


Gwiskit eta, evel tud dibabet gant Doue sent ha karet-mat, ur galon a drugarez, a vadelezh, a izelegezh, a zouster, a basianted,


Ra vo atav ho komz leun a c’hras ha temzet gant holen, en un doare da c’houzout respont da bep hini evel ma’z eo dleet.


ha da gaout evito ur garantez vrasoc’h abalamour d’o labour. Bezit e peoc’h etrezoc’h.


Tec’h diouzh gwallc’hoantoù ar yaouankiz; klask ar reizhder, ar feiz, ar garantez, ar peoc’h gant ar re a c’halv anv an Aotrou gant ur galon c’hlan.


Klaskit ar peoc’h gant an holl hag ar santelezh na welo den hepti an Aotrou,


rak kounnar an den ne beurc’hra ket reizhder Doue.


A-hend-all, bezit holl eus un hevelep santad, truezus, oc’h en em garout evel breudeur, leun a drugarez, a volontez vat,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos