Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 26:55 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

55 D’an ampoent-se Jezuz a lavaras d’ar vandenn-se: Deuet oc’h er-maez evel war-lerc’h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregiñ ennon. Bemdez e oan azezet en ho touez, o kelenn en templ, ha n’hoc’h eus ket va c’hemeret.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

55 Neuze e lavaraz Jesus d’an dud‐se: C’houi a zo deuet gant klezeier ha gant bizier, evel varlerc’h eul laër, da gemeret ac’hanoun; bemdez e oann azezet en ho touez, o kelen en templ ha n’hoc’h euz ket croget enoun.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

55 Nezé Jesus e laras d’er vanden tud‐cé: Deit oh d’em hemér guet gleanniér ha bihier, él pe vehen ul laër. E oén bamdé en hou mesq a pe berdêgué én Ty‐Doué; ha ne hoès quet laqueit dorn ar‐n‐han.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 26:55
15 Referencias Cruzadas  

Jezuz a yeas en templ hag, e-pad ma kelenne, ar veleien vras hag henaourien ar bobl a zeuas da lavarout dezhañ: Dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit ar galloud-se?


Evel ma komze c’hoazh, setu Judaz, unan eus an daouzek, a zeuas ha gantañ ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras hag henaourien ar bobl.


O vont ac’hano, e teuas e kostezioù Judea en tu all d’ar Jordan. Ar bobl en em zastumas adarre war e dro hag, evel ma oa e c’hiz, en em lakaas d’o c’helenn a-nevez.


Evel ma oa Jezuz o kelenn en templ, e lavaras: Penaos e lavar ar skribed ez eo ar C’hrist Mab David?


Hag e kelenne bemdez en templ. Ar veleien vras, ar skribed ha pennoù ar bobl a glaske e lakaat d’ar marv,


Un devezh ma kelenne ar bobl en templ ha ma prezege an Aviel, ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien, o vezañ deuet,


Goude bezañ pleget al levr hag e roet d’ar servijer, ec’h azezas. Daoulagad an holl er sinagogenn a selle pizh outañ.


War-dro hanter ar gouel, Jezuz a bignas d’an templ hag a gelennas.


Neuze Jezuz, o kelenn en templ, a grias: C’hwi a anavez ac’hanon hag a oar a-belec’h ez on. N’on ket deuet ac’hanon va-unan, met an hini en deus va c’haset a zo gwirion ha n’anavezit ket anezhañ.


Da c’houloù-deiz e tistroas adarre d’an templ hag an holl bobl a zeuas d’e gavout. O vezañ azezet e kelennas anezho.


Jezuz a lavaras ar gerioù-mañ el lec’h ma oa an teñzor, o kelenn en templ. Ha den ne grogas ennañ, rak e eur ne oa ket deuet c’hoazh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos