Sant Marc 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 2 Jezuz a yac’ha un den seizet 1 Un nebeud devezhioù goude, Jezuz a zistroas da Gafarnaoum hag e voe klevet e oa en ti. 2 Kerkent en em zastumas kement a dud eno, en doare na oa ket a lec’h a-walc’h dirak an nor evit o derc’hel. Eñ a brezege dezho ar ger. 3 Dont a reas d’e gavout tud o tegas un den seizet, douget gant pevar den. 4 Evel na c’hellent ket tostaat ouzh an nor abalamour d’an dud niverus, e tistojont an ti ma oa ennañ hag, o vezañ graet un toull, e tiskennjont ar gwele ma oa gourvezet an den seizet warnañ. 5 Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d’an den seizet: Mab, da bec’hedoù a zo pardonet dit. 6 Ur re eus ar skribed azezet eno a soñje en o c’halonoù: 7 Perak e lavar hemañ gwallgomzoù evel-se? Piv a c’hell pardoniñ ar pec’hedoù, nemet Doue hepken? 8 Jezuz, o vezañ anavezet raktal en e spered e lavarent evel-se enno o-unan, a lavaras dezho: Perak hoc’h eus ar soñjoù-se en ho kalonoù? 9 Petra eo an aesoc’h, lavarout d’an den seizet-mañ: Da bec’hedoù a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav, kemer da wele ha kerzh? 10 Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec’hedoù, e lavaras d’an den seizet: 11 Me a lavar dit, sav, kemer da wele ha kae da’z ti. 12 Kerkent e savas hag, o vezañ kemeret e wele, ez eas er-maez dirak an holl, en hevelep doare ma oant holl souezhet ha ma roent gloar da Zoue, o lavarout: Biskoazh n’hon eus gwelet kemend-all. Jezuz a c’halv Levi 13 Eñ a zistroas war-zu ar mor. An holl bobl a zeuas d’e gavout hag eñ o c’helennas. 14 En ur dremen, e welas Levi mab Alfe, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac’hanon. Sevel a reas hag en heulias. 15 Jezuz o vezañ ouzh taol e ti an den-mañ, kalz a bublikaned hag a dud a vuhez fall en em lakaas ivez ouzh taol gantañ ha gant e ziskibien, rak kalz e oant hag heuliet o doa anezhañ. 16 Ar skribed hag ar farizianed, o welout penaos e tebre gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall, a lavaras d’e ziskibien: Perak e tebr hag ec’h ev gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall? 17 Jezuz, o vezañ klevet-se a lavaras dezho: N’eo ket ar re a zo yac’h o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv. N’on ket deuet evit gervel ar re reizh d’ar geuzidigezh, met ar bec’herien. Ar yun 18 Diskibien Yann ha re ar farizianed a yune, hag e teujont hag e lavarjont dezhañ: A-belec’h e teu ma yun diskibien Yann ha re ar farizianed, ha da ziskibien-te ne yunont ket? 19 Jezuz a lavaras dezho: Mignoned ar pried, ha gallout a reont yunañ e-pad ma’z emañ ar pried ganto? E-pad an holl amzer ma’z emañ ar pried ganto, ne c’hellont ket yunañ. 20 Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, hag en deizioù-se e yunint. 21 Den ne wri un tamm mezher nevez ouzh un dilhad kozh, pe an tamm nevez a ziframmfe an hini kozh hag ar rog a vefe brasoc’h. 22 Den kennebeut ne lak gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar gwin nevez a dorrfe ar seier, ar gwin en em skuilhfe hag ar seier-lêr a vefe kollet. Met ar gwin nevez a dle bezañ lakaet e seier nevez. Jezuz, mestr ar sabad 23 C’hoarvezout a reas ma tremenas dre barkeier ed un deiz sabad. E ziskibien, en ur vale, en em lakaas da ziframmañ tañvouezennoù. 24 Ar farizianed a lavaras dezhañ: Setu, perak e reont ar pezh n’eo ket aotreet ober e-pad ar sabad? 25 Eñ a lavaras dezho: Ha n’hoc’h eus ket biskoazh lennet ar pezh a reas David p’en doa ezhomm ha p’en doa naon, eñ hag ar re a oa gantañ, 26 penaos ez eas e ti Doue, en amzer Abiazar ar beleg-meur, hag e tebras baraoù a ginnig, petra bennak na c’helle o debriñ nemet ar veleien hepken, hag e roas lod ivez d’ar re a oa gantañ? 27 Hag e lavaras dezho: Ar sabad a zo bet graet evit an den ha nann an den evit ar sabad. 28 Dre-se Mab an den a zo mestr zoken war ar sabad. |