Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 10:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Jesus, o veza eat kuit ac’hane, a zeuaz var bord ar Jude, a‐hed ar Jourdan; hag ar bobl en em zastumaz c’hoas var he dro, hag hervez he gustum, e kelennaz anezhe adare.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 O vont ac’hano, e teuas e kostezioù Judea en tu all d’ar Jordan. Ar bobl en em zastumas adarre war e dro hag, evel ma oa e c’hiz, en em lakaas d’o c’helenn a-nevez.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 10:1
17 Referencias Cruzadas  

Neuze e lavaraz Jesus d’an dud‐se: C’houi a zo deuet gant klezeier ha gant bizier, evel varlerc’h eul laër, da gemeret ac’hanoun; bemdez e oann azezet en ho touez, o kelen en templ ha n’hoc’h euz ket croget enoun.


Ha Jesus a iea dre an holl C’halile, o kelen en ho zinagogou, hag o prezeg aviel rouantelez Doue, hag o iac’haad kement klenved, ha kement infirmite a oa e‐touez ar bobl.


Neuze ec’h antrejont en Capernaüm; ha Jesus, o veza eat er sinagog kerkent ha ma oa deuet deiz ar Sabbat, a gommansaz da gelen.


Neuze ar Farizianed a dostaaz outhan hag a c’houlennaz diganthan, evit hen amprouv: Ha permetet eo da eun den kas kuit he vreg?


Hag evel ma oa Jesus o kelen en templ, e lavaraz: Penaos e lavar ar Scribed ez eo ar C’hrist mab da Zavid?


Bemdez e oann en ho touez, o kelen ebarz an templ, ha n’hoc’h euz ket croget enoun; mes kement‐man a c’hoarvez evit ma vezo accomplisset ar Scrituriou.


Neuze Jesus a ieaz adare da gostez ar mor; hag an holl bobl a zeue d’he gavout, hag e kelenne anezhe.


hag an holl bobl a oa var an douar e bord ar mor. Hag hen a zeske dezhe kalz a draou dre barabolennou, hag e lavare dezhe en he gelennadurez:


Ha pa oe deuet deiz ar sabbat, e commansaz da gelen er sinagog; ha kalz, o klevet anezhan, a oe souezet meurbed, hag e lavarent: A be leac’h e teu an holl draou‐ze d’an den‐man? Petra eo ar furnez‐ze a zo bet roet dezhan, hag a be leac’h e c’hoarvez ma veler burzudou ker braz great dre he zaouarn?


Neuze Jesus, o veza deuet er meaz, a velaz kalz a bobl; hag hen doe truez outhe, dre ma oant evel denved ha n’ho deuz pastor e‐bed; hag en em lekeaz da ziski kalz a draou dezhe.


Hag e oa souezet o velet ne gredent ket; hag ez eaz dre ar villajennou tro‐var‐dro, en eur gelen.


Hag ez eaz a‐nevez en tu all d’ar Jourdan, el leac’h ma oa Ian o vadezi da genta; hag e choumaz eno.


Neuze e lavaraz d’he ziskibien: Deomp adare en Jude.


Jesus a respontaz dezhan: Komzet em euz sclear d’ar bed; kelennet em euz bepred er sinagog hag en templ, el leac’h m’en em zastum ar Judevien holl euz a bep leac’h, ha n’em euz lavaret netra en‐kuz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos