Sant Lucas 7:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Yann a c’halvas daou eus e ziskibien hag o c’hasas da gavout Jezuz evit lavarout dezhañ: Bez’ out an hini a dle dont pe e tleomp gortoz unan all? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Ian a c’halvaz daou euz he ziskibien, hag ho c’hassaz da gavout Jesus, evit lavaret dezhan: Ha te eo an hini a dlie dont, pe unan all a dleomp‐ni da c’hortoz? |
Hag e lakain enebiezh etre te hag ar wreg, etre da lignez hag he lignez: houmañ a friko dit da benn, ha te he flemmo en he seul.
Ar walenn ne vo ket pellaet diouzh Juda na bazh al lezenner eus etre e dreid, betek ma teuio ar Shilo, dezhañ sentidigezh ar pobloù!
Setu perak an AOTROU e-unan a roio deoc'h ur sin: Setu, ar werc'hez a vo brazez hag a c'hano ur mab, a vo anvet Emmanuel.
Ha te, Betlehem Efrata, bihan e-touez milieroù Juda, ac'hanout eo e teuio din an hini a zle bezañ penn en Israel, an hini a zeu eus an amzerioù kentañ, a-dal an deizioù a-holl-viskoazh.
Hag e vrañsellin an holl vroadoù, hag e teuio teñzorioù an holl vroadoù, hag e leugnin an ti-mañ a c'hloar, eme AOTROU an armeoù.
Bez laouen, merc'h Sion! Laosk kriadennoù a levenez, merc'h Jeruzalem! Setu, da Roue a zeu da'z kavout, reizh ha trec'hus, uvel ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.
Met evidoc'h, c'hwi hag a zouj va anv, e savo heol ar reizhder, hag ar yec'hed a vo en e vannoù. Mont a reot er-maez, hag e lammot evel leueoù ar c'hraou.
Gervel a reas an daouzek hag en em lakaas d’o c’has daou ha daou, en ur reiñ dezho ar galloud war ar speredoù hudur.
Goude-se, an Aotrou a zilennas c’hoazh dek ha tri-ugent all hag o c’hasas daou ha daou a-raok dezhañ en holl gêrioù hag en holl lec’hioù ma tlee mont e-unan.
Un deiz ma oa o pediñ en ul lec’h bennak, goude m’en doe echuet, unan eus e ziskibien a lavaras dezhañ: Aotrou, desk deomp pediñ evel m’en deus Yann desket ivez d’e ziskibien.
Met an Aotrou a lavaras dezhañ: C’hwi, farizianed, a naeta diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc’h leun a laeroñsi hag a fallentez.
An Aotrou a lavaras: Piv eo ar merour feal ha fur en deus ar mestr lakaet war e vevelien evit reiñ dezho en amzer dereat o muzuliad ed?
Neuze an Aotrou a respontas dezhañ: Pilpouz, pep hini ac’hanoc’h ha ne zistag ket e ejen pe e azen eus ar c’hraou d’an deiz sabad ha ne gas ket anezhañ d’an dour?
An Aotrou a lavaras: Mar ho pije feiz kement hag ur c’hreunenn sezo, e lavarfec’h d’ar wezenn-sikomor-se: En em ziwrizienn alese hag en em blant er mor, hag e sentfe ouzhoc’h.
Met Zake en em zalc’has dirak an Aotrou hag a lavaras dezhañ: Setu, Aotrou, reiñ a ran an hanter eus va madoù d’ar beorien ha, mar em eus noazet ouzh unan bennak en un dra bennak, e roan dezhañ peder gwech kemend all.
An Aotrou, o vezañ distroet, a sellas ouzh Pêr. Ha Pêr en doe soñj eus komz an Aotrou ha penaos en doa lavaret dezhañ: A-raok ma kano ar c’hilhog, te az po va dinac’het teir gwech.
o lavarout: An Aotrou e gwirionez a zo adsavet a varv, hag eo en em ziskouezet da Simon.
O vezañ deuet d’e gavout, ar re-mañ a lavaras: Yann-Vadezour en deus hon degaset da’z kavout evit lavarout: Bez’ out an hini a dle dont pe e tleomp gortoz unan all?
Mari a oa an hini a olevas an Aotrou gant c’hwezh-vat hag a dorchas e dreid gant he blev. Lazar he breur a oa klañv.
Pa ouezas an Aotrou o doa ar farizianed klevet ma rae ha ma vadeze Jezuz muioc’h a ziskibien eget Yann,
Ar wreg a lavaras dezhañ: Gouzout a ran penaos ar Mesiaz, an hini a c’halver Krist, a dle dont. Pa vo deuet, e tisklêrio deomp an holl draoù.
Met bagoù all, o tont eus Tiberiaz, a erruas tost d’al lec’h m’o doa debret ar bara goude m’en doe an Aotrou trugarekaet.
Jozue mab Nun a gasas e kuzh eus Sitim daou spier o lavarout: Kit da spiañ ar vro, ha Jeriko. Mont a rejont eta hag e teujont da di ur c'hast anvet Rahab, hag e kouskjont eno.
Me a roio galloud da’m daou dest hag e tiouganint, gwisket gant seier, e-pad mil daou c’hant ha tri-ugent devezh.