Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Malaki 4:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Met evidoc'h, c'hwi hag a zouj va anv, e savo heol ar reizhder, hag ar yec'hed a vo en e vannoù. Mont a reot er-maez, hag e lammot evel leueoù ar c'hraou.

Ver Capítulo Copiar




Malaki 4:2
57 Referencias Cruzadas  

a zo heñvel ouzh sklêrijenn ar mintin pa sav an heol, d'ur mintin hep koumoul. E sked a laka ar geot da zont eus an douar goude ar glav.


Eñ eo a bardon dit da holl zireizhder, a bare da holl gleñvedoù,


a yac'ha ar re o deus ar c'halon flastret, hag a lien o goulioù.


Chom a rin en da deltenn da viken. En em dennañ a rin dindan skeud da eskell.  Ehan


D'ar mestr-kaner; salm; kanaouenn; gant binvioù-kerdin.


Rak un devezh ez leurioù a zo gwelloc'h eget mil e lec'h all. Gwelloc'h eo din en em zerc'hel war dreuzoù ti va Doue, eget bezañ o chom e teltennoù ar re zrouk,


Me a selaouo ar pezh a lavar Doue, an AOTROU, rak komz a raio eus peoc'h d'e bobl ha d'e re garet-mat, evit na zistroint ken d'ar follentez.


met gwenodenn ar re reizh a zo evel ar sklêrijenn lugernus, a gresk he sked betek an deiz peurvat.


Sklêrijenn al loar a vo evel sklêrijenn an heol, ha sklêrijenn an heol a vo seizh gwech vrasoc'h, evel sklêrijenn seizh deiz, pa lieno an AOTROU gouli e bobl, ha pa bareo ar gloazioù graet dre e daolioù.


ar c'hamm a lammo evel ur c'harv, teod an hini mut a gano a levenez, rak doureier a strinko er gouelec'h ha froudoù el lec'h didud.


Lavaret en deus: Re nebeut eo dit bezañ va servijer evit adsevel meuriadoù Jakob hag evit distreiñ an nemorant eus Israel, da lakaat a ran evel sklêrijenn ar broadoù, evit degas va silvidigezh betek pennoù an douar.


Piv ac'hanoc'h a zouj an AOTROU? Piv a selaou ouzh mouezh e servijer? An hini a gerzh en deñvalijenn ha n'en deus ket a sklêrijenn, ra fizio en anv an AOTROU, ha ra en em harpo war e Zoue!


Met gloazet e oa en abeg d'hon drougoberoù, brevet en abeg d'hon direizhder; ar c'hastiz a ro deomp ar peoc'h a zo bet warnañ, ha dre e c'houlioù ez omp yac'haet.


Liesaet ec'h eus ar vroad, kresket ec'h eus he levenez, laouenaat a reont dirazout, evel ma laouenaer da vare an eost, evel ma youc'her gant levenez o lodennañ an diwisk.


AOTROU, yac'ha-me hag e vin yac'h, savete-me hag e vin salvet, rak va meuleudi ez out.


Me a yac'haio ac'hanout hag a bareo da c'hloazioù, eme an AOTROU, rak da anvet o deus: Ar gaset kuit! Sion eo, ha den n'eo e chal ganti.


Setu e roin dezhi ar yec'hed hag ar pare, o fareañ a rin, dizoleiñ a rin dezho ur fonnusted a beoc'h hag a wirionez.


E-kichen ar froud-se, war e ribloù, ouzh an daou du, e kresko gwez-frouezh a bep seurt, na weñvo ket o delioù ha na baouezo ket o frouezh. Bep miz e roint frouezh nevez, rak e teuio an doureier eus ar santual. O frouezh a vo ur boued hag o delioù a vo louzeier.


Deuit, distroomp d'an AOTROU. Rak roget en deus, met yac'haat a raio ac'hanomp, skoet en deus, met lienañ a raio hor goulioù.


Hag ec'h anavezimp an AOTROU, hag e kendalc'himp d'e anavezout. E zonedigezh en em gempenn evel gouloù-deiz, dont a raio d'hor c'havout evel glav an diwezhañ amzer a zoura an douar.


Neuze ar re a zouj an AOTROU o deus komzet en eil ouzh egile. An AOTROU en deus taolet evezh outo hag o selaouet. Skrivet ez eus bet ul levr-eñvor dirazañ, evit ar re a zouj an AOTROU hag o deus soñj eus e anv.


ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d’ar beorien.


Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c’hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he foñsined dindan he divaskell, ha n’eo ket bet fellet deoc’h!


hag e drugarez en em astenn a oad en oad war ar re a zouj anezhañ.


dre garantez ar galon drugarezus eus hon Doue, an heol o sevel en deus hor gweladennet eus an nec’h drezi,


ar sklêrijenn a dle sklaeriañ ar vroadoù ha gloar da bobl Israel.


Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c’hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad.


Ennañ e oa ar vuhez, hag ar vuhez a oa sklêrijenn an dud.


Ne oa ket ar sklêrijenn, met kaset e oa da reiñ testeni d’ar sklêrijenn,


Dallet en deus o daoulagad ha kaletaet o c’halon, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o c’halon da gompren, na zistrofent, ha na yac’hafen anezho.


Neuze Jezuz a gomzas c’hoazh dezho hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed, an hini a heuilh ac’hanon ne gerzho ket en deñvalijenn, met bez’ en devo sklêrijenn ar vuhez.


E-pad ma’z eo deiz, eo ret din kas da benn oberoù an hini en deus va c’haset. An noz a zeu, ha den ne c’hell labourat enni.


Tud breudeur, mibien eus gouenn Abraham, ha c’hwi a zouj Doue, deoc’h-c’hwi eo bet kaset ar ger a silvidigezh-mañ.


Rak evel-se en deus an Aotrou gourc’hemennet deomp: Da lakaet em eus evel sklêrijenn evit ar broadoù, evit degas ar silvidigezh betek pennoù pellañ an douar.


da zigeriñ o daoulagad ha d’o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d’ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec’hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.


Breudeur, ret eo deomp trugarekaat Doue dalc’hmat evidoc’h, evel ma’z eo dereat, abalamour ma kresk ho feiz muioc’h-muiañ ha ma fonn ar garantez hoc’h eus an eil e-keñver egile,


Bez’ hon eus ivez ger start-meurbet ar brofeded. Mat e rit en em stagañ outañ, evel ouzh ul lamp o lugerniñ en ul lec’h teñval betek ma sklaerio an deiz ha ma savo steredenn ar mintin en ho kalonoù.


Met kreskit e gras hag en anaoudegezh hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist. Dezhañ ra vo ar gloar, bremañ hag evit ar beurbadelezh! Amen.


Met ivez e skrivan deoc’h ur gourc’hemenn nevez, a zo gwir ennañ hag ennoc’h, rak an deñvalijenn a dremen hag ar sklêrijenn wirion a lugern dija.


Ar broadoù a zo taeret ha da gounnar a zo deuet, kenkoulz hag an amzer da varn ar re varv, da c’hopraat da servijerien ar brofeded, ar sent hag ar re a zouj da anv, bihan ha bras, ha da zistrujañ ar re a zistruj an douar.


hag e roin dezhañ steredenn ar mintin.


Me Jezuz, am eus kaset va ael evit rentañ deoc’h testeni eus an traoù-mañ en Ilizoù. Me eo gwrizienn ha lignez David, steredenn lugernus ar beure.


E-kreiz al leurgêr ha war daou gostez ar stêr edo ar wezenn a vuhez a zouge daouzek frouezhenn hag a roe he frouezh bep miz. Delioù ar wezenn a oa evit yac’haat ar broadoù.


Ra roio an AOTROU dit hervez ar pezh ac'h eus graet, ha ra vo da c'hopr leun a-berzh an AOTROU, Doue Israel, ma'z out deuet da fiziañ dindan e eskell!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos