Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Malaki 4:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Rak setu e teu an deiz gwrezus evel ur forn; hag an holl re lorc'hus hag an holl re a ra an droug a vo evel plouz. An deiz-se a zo o tont hag o entano, eme AOTROU an armeoù, ha ne lezo ganto na gwrizienn na skourr.

Ver Capítulo Copiar




Malaki 4:1
37 Referencias Cruzadas  

En traoñ e sec'ho e wrizioù, en nec'h e vo troc'het e vrankoù.


Kas a rez da netra evel eon holl re zrouk an douar, setu perak e karan da destenioù.


Rak ar re a ra an droug a vo lamet kuit, met ar re a zo en gortoz eus an AOTROU a berc'henno an douar.


Dre vraster da veurdez e tiskarez da enebourien. Kas a rez da gounnar, ez int pulluc'het evel plouz.


A-boan ma'z int plantet, a-boan ma'z int hadet, a-boan ma'z eo en em wriziennet en douar o c'hef, ma c'hwezh warno hag e tisec'hont, hag ar barr-amzer o c'has kuit evel plouz.


Piv en deus lakaet da sevel eus ar sav-heol an hini emañ ar reizhder oc'h heuliañ e gammedoù? Piv en deus roet dezhañ ar broadoù ha lakaet anezhañ da ren war ar rouaned? Lakaet en deus anezho evel poultr gant e gleze, hag evel plouz o nijal gant e wareg.


Setu deuet int evel plouz, an tan a zev anezho, ne zieubint ket o ene eus galloud ar flamm, ne vo ket regez evit en em dommañ, nag un tan evit azezañ dirazañ.


Dre-se, evel ma lonk an tan ar plouz, hag evel ma kuzum ar flamm ar geot sec'h, o gwrizienn a zeuio da vezañ evel breinadur, hag o bleunienn a yelo kuit evel poultr, rak taolet o deus kuit lezenn AOTROU an armeoù, ha disprizet o deus ger Sant Israel.


En abeg da gounnar AOTROU an armeoù, an douar a zo entanet, hag ar bobl a zeu da vezañ preizh an tan, den ne espern e vreur.


Regiñ a reer a-zehou hag o devo naon, lonkañ a reer a-gleiz ha n'o devo ket o gwalc'h, pep hini a zebro kig e vrec'h.


Hag e pellain diouzh ho touez ar re zisent hag ar re en em sav a-enep din. O zennin diouzh ar vo emaint o chom, met ned aint ket war zouar Israel, hag e ouiot ez on me an AOTROU.


A-dammoù, a-dammoù, a-dammoù, me a lakaio anezhi. Met kement-se ne c'hoarvezo nemet pa zeuio an hini en deus ar varnedigezh am bo roet dezhañ.


Ha laka anezhi goullonderet war ar glaou, evit ma tommo ha ma teuio hec'h arem da vezañ devus, ma teuzo en he diabarzh he hudurniezh, ha ma vo kuzumet he mergl.


Ha c'hwi, va deñved, evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e varnan etre oan hag oan, etre maouted ha bouc'hed.


Setu an deiz! Setu, dont a ra! Da dro a zo deuet, bleuniet eo ar wialenn! Dispaket eo al lorc'hentez!


Sonit ar shofar e Sion, grit dezhañ tregerniñ war va menez santel, ra greno holl dud ar vro, rak devezh an AOTROU a zeu, tost emañ,


An heol a vo troet e teñvalijenn hag al loar e gwad, a-raok ma teuio deiz bras ha spontus an AOTROU.


Koulskoude em eus distrujet an Amorean dirazo, ma oa e uhelder evel uhelder ar sedrez, hag e greñvder evel hini an derv; distrujet em eus e frouezh en nec'h hag e wrizioù en traoñ.


Ti Jakob a vo un tan, ha ti Jozef ur flammenn, ha ti Ezaü plouz. Deviñ ha lonkañ a raint anezhañ, ha ne vano netra eus ti Ezaü, rak an AOTROU en deus komzet.


Rak, pa vefent kenweet evel spern, ha mezv en o gwin, peurlonket e vint evel plouz sec'h.


Tost eo deiz bras an AOTROU, tost eo ha dont a ra gant hast. Klevet eo mouezh deiz an AOTROU, neuze an den kreñv a laosk kriadennoù c'hwerv.


Nag o arc'hant nag o aour ne c'hellint o dieubiñ en deiz kounnar an AOTROU, ha gant tan e warizi e vo kuzumet an douar holl. Rak dre un distruj leun ha trumm e skoio war holl dud an douar.


Setu e teu un deiz evit an AOTROU, ha da ziwisk a vo lodennet ez kreiz.


Derc'hel a reomp bremañ evit eürus ar re lorc'hus. Ya, ar re a ra an drougiezh a ra berzh; ya temptañ a reont Doue, hag en em dennont!


Hag e welot a-nevez an diforc'h etre an den reizh hag an hini direizh, etre an den a servij Doue hag an hini na servij ket anezhañ.


Piv a c'hello gouzañv deiz e zonedigezh, piv a c'hello chom en e sav pa en em ziskouezo? Rak bez' e vo evel tan an teuzer, evel soavon ar gwenner.


Azezet e vo, o teuziñ hag o c'hlanaat an arc'hant. Glanaat a raio mibien Levi, hag o furaio evel ma vez graet gant an aour hag an arc'hant, hag e kinnigint d'an AOTROU ur brofadenn hervez ar reizhder.


Setu ez an da gas deoc'h Elia ar profed, a-raok ma teuio deiz bras ha spontus an AOTROU.


E grouer a zo gantañ en e zorn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh er solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket.


Rak deizioù a zeuio warnout ma raio da enebourien fozioù en-dro dit, hag e kelc’hint ac’hanout, hag e waskint ac’hanout a bep tu,


Pa welot Jeruzalem kelc’hiet gant armeoù, gouezit neuze ez eo tost he glac’har.


en em laouenait en amzer-se ha tridit gant levenez, rak ho kopr a vo bras en neñv; rak evel-se o deus graet o zadoù d’ar brofeded.


evit tennañ veñjañs eus ar re n’anavezont ket Doue ha na sentont ket ouzh Aviel hon Aotrou Jezuz-Krist.


Met an neñv hag an douar a-vremañ a zo miret dre an hevelep ger, ha lakaet a-du evit an tan, da zeiz ar varn ha kollidigezh an dud na zoujont ket Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos