Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Malaki 3:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Hag e welot a-nevez an diforc'h etre an den reizh hag an hini direizh, etre an den a servij Doue hag an hini na servij ket anezhañ.

Ver Capítulo Copiar




Malaki 3:18
24 Referencias Cruzadas  

Ne c'hoarvezo ket e ri un hevelep tra, ma lakafes da vervel an den reizh gant an den fallakr, e doare ma vefe kemeret an den reizh evel an den fallakr. Nann, ne ri ket! An hini a varn an douar holl, ha ne raio ket hervez ar reizhder?


Met c'hwi holl, distroit, deuit adarre! Ne gavin ket un den fur en ho touez.


Distroit, na vezit ket direizh! Distroit, anzavit ez on didamall!


Met e-touez holl vibien Israel, ne vo ket zoken ur c'hi o fiñval e deod, adalek an dud betek al loened, evit ma ouezor an diforc'h a zo lakaet gant an AOTROU etre an Ejipsianed hag Israel.


Hag e c'hoarvezo, goude bezañ o diframmet, ma em bo c'hoazh truez outo, hag e lakain pep hini anezho da zistreiñ d'e hêrezh, ha pep hini d'e zouar.


evit ma c'houlennfent truez digant Doue an neñvoù diwar-benn an dra guzhet-se, evit na vefe ket lakaet d'ar marv Daniel hag e genseurted gant an dud fur all eus Babilon.


Piv a oar ha ne zistroio ket ha n'en devo ket keuz, ha ne lezo ket ur vennozh war e lerc'h, un donezon hag un evadkinnig evit an AOTROU ho Toue?


Kasait an droug ha karit ar mad, savit ar varnedigezh ouzh an nor, ha marteze en devo truez an AOTROU, Doue an armeoù, ouzh nemorant Jozef.


Koulskoude va c'homzoù ha va reolennoù am boa roet da'm servijerien ar brofeded, daoust ha n'o deus ket tizhet ho tadoù? Distroet int ha lavaret o deus: Kement en doa divizet AOTROU an armeoù ober deomp, hervez hon hentoù hag hon oberoù, en deus graet warnomp.


Mar lavar Edom: Distrujet omp, met adsevel a raimp an dismantroù! Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Sevel a raint, met me a ziskaro, hag e vint anvet: bro an drougiezh, ar bobl ma'z eo kounnaret an AOTROU en hec'h enep da viken.


Hag ar re-mañ a yelo er c’hastiz peurbadus, met ar re reizh er vuhez peurbadus.


Mar servij unan bennak ac’hanon, ra zeuio war va lerc’h, hag e-lec’h ma’z on, eno e vo ivez va servijer. Mar servij unan bennak ac’hanon, an Tad a enoro anezhañ.


O heuliañ Paol ha ni, e krie: An dud-mañ a zo servijerien an Doue Uhel-Meurbet hag a gemenn deoc’h hent ar silividigezh.


Rak un ael a-berzh an Doue ez on dezhañ hag emaon o servijañ a zo en em ziskouezet din en noz-mañ


Rak Doue, a servijan em spered en Aviel e Vab, a zo test din penaos e venegan ac’hanoc’h hep ehan,


Rak int a lavar o-unan pebezh degemer hon eus bet diganeoc’h ha penaos hoc’h eus en em zistroet diouzh an idoloù da Zoue, evit servijañ an Doue bev ha gwirion,


Ma ne blij ket deoc'h servijañ an AOTROU , dibabit hiziv piv a fell deoc'h servijañ, pe an doueoù o deus servijet ho tadoù en tu all d'ar stêr, pe doueoù an Amoreaned, emaoc'h o chom en o bro. Me ha va ziegezh a servijo an AOTROU .


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios