Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -


Sant Ian 4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 4 Jezuz hag ar Samaritanez

1 Pa ouezas an Aotrou o doa ar farizianed klevet ma rae ha ma vadeze Jezuz muioc’h a ziskibien eget Yann,

2 koulskoude ne oa ket Jezuz e-unan a vadeze met e ziskibien,

3 e kuitaas Bro-Judea hag e tistroas e Galilea.

4 Ret e oa dezhañ tremen dre Samaria.

5 Erruout a reas en ur gêr eus Samaria anvet Sikar, tost d’ar park en doa Jakob roet d’e vab Jozef.

6 Eno e oa puñs Jakob. Jezuz, o vezañ skuizh gant an hent, a azezas e-kichen ar puñs. War-dro ar c’hwec’hvet eur e oa.

7 Ur wreg samaritan a zeuas evit tennañ dour. Jezuz a lavaras dezhi: Ro din da evañ.

8 E ziskibien a oa aet e kêr evit prenañ boued.

9 Ar wreg samaritan a lavaras dezhañ: Penaos, te hag a zo yuzev, a c’houlenn da evañ diganin-me ur Samaritanez? Rak ar Yuzevien ne zarempredont ket gant ar Samaritaned.

10 Jezuz a respontas dezhi: Mar anavezjes donezon Doue ha piv eo an hini a lavar dit: Ro din da evañ, ez pefe goulennet da-unan digantañ hag en defe roet dit dour a vuhez.

11 Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, ne’c’h eus netra evit tennañ dour, hag ar puñs a zo don. A-belec’h eta ez pefe an dour a vuhez-se?

12 Ha brasoc’h out eget hon tad Jakob, en deus roet deomp ar puñs-mañ hag en deus evet e-unan anezhañ, kenkoulz evel e vibien hag e loened?

13 Jezuz a respontas dezhi: Piv bennak a ev eus an dour-mañ en devo sec’hed adarre,

14 met an hini a evo eus an dour a roin dezhañ n’en devo biken mui sec’hed, hag an dour a roin dezhañ a zeuio ennañ ur vammenn-dour a strinko evit ar vuhez peurbadus.

15 Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, ro din eus an dour-se, evit na’m bo ken sec’hed ha na zeuin ken da dennañ dour amañ.

16 Jezuz a lavaras dezhi: Kae, galv da bried ha deus amañ.

17 Ar wreg a respontas: Ne’m eus pried ebet. Jezuz a lavaras dezhi: Lavaret mat ec’h eus: Ne’m eus pried ebet,

18 rak pemp pried ac’h eus bet, hag an hini a zo ganit bremañ n’eo ket da bried. Gwir ac’h eus lavaret e kement-se.

19 Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, gwelout a ran ez out ur profed.

20 Hon tadoù o deus azeulet war ar menez-mañ, ha c’hwi a lavar penaos al lec’h e pelec’h eo ret azeuliñ a zo e Jeruzalem.

21 Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, kred ac’hanon, an eur a zeu ma n’azeulot ken an Tad na war ar menez-mañ nag e Jeruzalem.

22 C’hwi a azeul ar pezh n’anavezit ket. Ni a azeul ar pezh a anavezomp, rak ar silividigezh a zeu eus ar Yuzevien.

23 Met an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma teuio ar gwir azeulerien da azeuliñ an Tad e spered hag e gwirionez, rak an Tad a c’houlenn ar seurt azeulerien-se.

24 Doue a zo Spered, hag ret eo d’ar re a azeul anezhañ, e azeuliñ e spered hag e gwirionez.

25 Ar wreg a lavaras dezhañ: Gouzout a ran penaos ar Mesiaz, an hini a c’halver Krist, a dle dont. Pa vo deuet, e tisklêrio deomp an holl draoù.

26 Jezuz a lavaras dezhi: Me eo, me an hini a gomz ouzhit.

27 War gement-se e ziskibien a erruas hag a voe souezhet dre ma komze gant ur wreg. Koulskoude hini anezho ne lavaras dezhañ: Petra a c’houlennez? Pe: perak e komzez ganti?

28 Neuze ar wreg a lezas he fod-dour, a yeas e kêr hag a lavaras d’an dud:

29 Deuit da welout un den en deus lavaret din kement am eus graet. Ha ne vefe ket eñ ar C’hrist?

30 Mont a rejont er-maez eus kêr hag e teujont d’e gavout.

31 Koulskoude e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Mestr, debr.

32 Met e lavaras dezho: Me am eus da zebriñ ur boued n’anavezit ket.

33 An diskibien a lavaras eta an eil d’egile: Hag unan bennak en defe degaset da zebriñ dezhañ?

34 Jezuz a lavaras dezho: Va boued eo ober bolontez an hini en deus va c’haset ha peurober e oberenn.

35 Ha ne lavarit ket ez eus c’hoazh pevar miz ac’han d’an eost? Setu, me a lavar deoc’h: Savit ho taoulagad ha sellit ouzh ar maezioù a wenna dija evit an eost.

36 An hini a ved resev ur gopr hag a zastum frouezh evit ar vuhez peurbadus, evit m’en em laouenaio an hini a had ivez gant an hini a ved.

37 Rak e kement-mañ eo gwir ar gomz-mañ: Unan all eo an hader, unan all eo ar meder.

38 Me am eus ho kaset e-lec’h n’hoc’h eus ket labouret. Reoù all o deus labouret ha c’hwi a zo aet en o labour.

39 Kalz eus Samaritaned ar gêr-se a gredas ennañ abalamour da gomz ar wreg, rak roet he doa an testeni-mañ: Lavaret en deus din kement am eus graet.

40 Ar Samaritaned eta, o vezañ deuet d’e gavout, a bedas anezhañ da chom ganto. Chom a reas daou zevezh eno.

41 Hag un niver kalz brasoc’h a gredas abalamour d’e gomz.

42 Lavarout a rejont d’ar wreg: N’eo ket abalamour da’z lavar eo e kredomp, rak klevet hon eus anezhañ hon-unan hag ec’h anavezomp penaos hemañ eo e gwirionez Salver ar bed, ar C’hrist.


Jezuz a yac’ha mab un Aotrou a di ar roue

43 Goude an daou zevezh, ez eas kuit ac’hano evit mont e Galilea,

44 rak Jezuz e-unan en doa disklêriet penaos ur profed n’eo ket enoret en e vro e-unan.

45 Pa voe erru e Galilea, e voe degemeret mat gant ar C’halileiz o doa gwelet kement en doa graet e Jeruzalem deiz ar gouel; rak int ivez a oa aet d’ar gouel.

46 Jezuz a zeuas eta a-nevez da Gana Galilea, e-lec’h m’en doa troet an dour e gwin. Bez’ e oa e Kafarnaoum un Aotrou a di ar roue a oa klañv e vab.

47 O vezañ anavezet penaos Jezuz a oa deuet eus Judea da C’halilea, ez eas d’e gavout hag e pedas anezhañ da ziskenn evit yac’haat e vab, rak mont a rae da vervel.

48 Jezuz a lavaras dezhañ: Ma ne welit ket a sinoù hag a vurzhudoù, ne gredit ket.

49 An Aotrou a di ar roue a lavaras dezhañ: Aotrou, diskenn a-raok ma varvo va bugel.

50 Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, da vab a vev. An den a gredas ar ger en doa Jezuz lavaret dezhañ hag a yeas kuit.

51 Evel ma tiskenne, e vevelien a zeuas d’e ziarbenn hag a gemennas dezhañ: Da vab a vev.

52 Eñ a c’houlennas outo da bet eur e oa en em gavet gwelloc’h, hag e lavarjont dezhañ: Dec’h d’ar seizhvet eur, an derzhienn a guitaas anezhañ.

53 An tad a anavezas e oa d’an eur-se en doa Jezuz lavaret dezhañ: Da vab a vev. Hag e kredas, eñ hag holl dud e di.

54 Jezuz a reas an eil mirakl-se en e zistro eus Judea da C’halilea.

Síguenos en:



Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos