30 Mont a rejont er-maez eus kêr hag e teujont d’e gavout.
30 Sortial a rejont eta euz kear, hag e teujont etrezeg enhan.
Piv eo ar re-se a nij evel koumoul, evel koulmed etrezek o c'houldri?
Evel-se ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ, hag ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ. Rak kalz a zo galvet, met nebeut a zo dibabet.
Deuit da welout un den en deus lavaret din kement am eus graet. Ha ne vefe ket eñ ar C’hrist?
Koulskoude e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Mestr, debr.
Kalz eus Samaritaned ar gêr-se a gredas ennañ abalamour da gomz ar wreg, rak roet he doa an testeni-mañ: Lavaret en deus din kement am eus graet.
Dre-se em eus kerkent kaset da’z kavout, ha mat ec’h eus graet o tont. Bremañ eta emaomp holl amañ dirak Doue, evit klevout kement holl en deus Doue gourc’hemennet dit.
Evel ma’z ae kuit ar Yuzevien eus ar sinagogenn, e voent pedet gant ar baganed da brezeg diwar-benn an hevelep traoù ar sabad war-lerc’h.
Gouezit eta penaos ar silvidigezh a Zoue a zo kaset d’ar baganed hag int a selaouo.
Hogen al lezenn a zo deuet evit lakaat ar pec’hed da fonnañ; met e-lec’h m’en deus ar pec’hed fonnet, ar c’hras he deus dreistfonnet,