Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Lucas 7:19 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 Ha Ian a c’halvaz daou euz he ziskibien, hag ho c’hassaz da gavout Jesus, evit lavaret dezhan: Ha te eo an hini a dlie dont, pe unan all a dleomp‐ni da c’hortoz?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Yann a c’halvas daou eus e ziskibien hag o c’hasas da gavout Jezuz evit lavarout dezhañ: Bez’ out an hini a dle dont pe e tleomp gortoz unan all?

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 7:19
38 Referencias Cruzadas  

Neuze e c’halvaz an Daouzec, hag e commansaz ho c’has daou‐ha‐daou, hag e roaz dezhe galloud var ar sperejou impur;


Goude kement‐se, an Aotrou a choazaz c’hoas deg ha tri‐ugent diskibl all; hag e kassaz anezhe daou ha daou araog dezhan, en holl geariou hag en holl broiou ma tlie mond.


Eun devez ma oa Jesus o pedi en eul leac’h, goude ma oa echuet he beden, unan euz he ziskibien a lavaraz dezhan: Aotrou, desk deomp pedi, evel ma hen deuz Ian desket ive d’he ziskibien.


Hag an Aotrou a lavaraz dezhan: C’houi etrezoc’h Farizianed, a neta an diaveaz euz an tass hag euz ar plad; mes en diabarz ac’hanoc’h ez oc’h leun a laeronsiou hag a fallagriez.


Hag an Aotrou a lavaraz: Piou eta eo ar servicher fidel ha fur, lakeat gant he vestr da gommandi var he zomestiket, evit rei dezhe, pa vez ar poent, ho muzurat ed?


Mes an Aotrou a respontaz dezhan: Hipocrit ma’z oud, daoust ha pep hini ac’hanoc’h‐hu ne zistag ket he eujen pe he azen euz ho c’hraou, deiz ar sabbat, evit ho c’has d’an dour?


Hag an ebestel a lavaraz d’an Aotrou: Cresk enomp ar feiz.


Hag an Aotrou a lavaraz: Mar ho pije eur feiz ker braz hag eur c’hreunen sezo, e lavarjac’h d’ar vezen zicomor‐man: En em difram ac’halen ha kea d’en em blanta er mor; ar vezen a zentfe ouzoc’h.


Hag an Aotrou a lavaraz: Selaouit mad ar pez a lavar ar barner injust‐se.


Hogen Zakeus a zavaz, hag a lavaraz d’an Aotrou: Aotrou, an hanter euz va madou a roan d’ar beorien, ha mar em euz great gaou ouz unan‐benag, n’euz fors en pe seurt doare, e rentan dezhan peder gwech kemend all.


An Aotrou, o veza distroet, a reaz eur zell ouz Per; ha Per a deuaz da zonj dezhan euz a gomz an Aotrou, ha penaos hen doa lavaret dezhan: Abarz ma hen devezo kanet ar c’hilloc, e pezo nac’het ac’hanoun teir gwech.


An Aotrou en gwirionez a zo resussitet, hag en em ziskouezet eo bet da Simon.


Hag an Aotrou, pa velaz anezhi, hen doe truez outhi, hag e lavaraz dezhi: Na wel ket.


An dud‐se eta, o veza deuet da gavout Jesus, a lavaraz dezhan: Ian ar Badezour hen deuz hon digasset d’az kavoud, da lavaret d’id: Ha te eo an hini a dlie dont, pe unan all a dleomp‐ni da c’hortoz?


(Mari eo an hini a eoliaz an Aotrou gant eun eol a c’houez‐vad, hag a zec’haz he dreid dezhan gant he bleo; ha Lazar, he breur, eo a oa klanv.)


Pa ouvezaz eta an Aotrou, penaos ar Farizianed ho doa klevet e rea hag e vadeze muioc’h a ziskibien eged Ian,


Ar vaouez‐se a respontaz dezhan: Gouzoud a ran e tle dond ar Messi, an hini a c’halver ar C’hrist; pa vezo deuet, e tisclerio deomp pep tra.


(koulskoude bagou all a oa erruet euz a Diberiad, tost d’al leac’h en pehini ho doa debret bara, goude m’hen doe an Aotrou rentet grasou);


Ha me a roio d’am daou dest ar galloud da brofetisa, e‐pad mil daou c’hant ha tri‐ugent devez, gwisket gant sier.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos