Ar par diamdroc'h, an hini na vo ket bet amdroc'het en e gig, a vo lamet a-douez e bobl: torret en deus va emglev.
Leviegezh 26:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned mar disprizit va reolennoù, mar en deus hoc’h ene euzh ouzh va barnedigezhioù, evit tremen hep heuliañ va gourc’hemennoù hag evit terriñ va emglev, |
Ar par diamdroc'h, an hini na vo ket bet amdroc'het en e gig, a vo lamet a-douez e bobl: torret en deus va emglev.
Disprizet o doa e reolennoù, hag e emglev en doa graet gant o zadoù, hag e destenioù en doa douget en o enep. Aet e oant war-lerc'h traoù a netra, o tont da vezañ netra o-unan, ha war-lerc'h ar broadoù a oa en-dro dezho, petra bennak m'en doa difennet an AOTROU dezho ober evelto.
Hag e rejont goap ouzh kannaded Doue, o tisprizañ e gomzoù, hag e tismegañsjont e brofeded, betek ma savas kement fulor an AOTROU a-enep e bobl, ken na voe mui a bareañs.
Bremañ mar sentit ouzh va mouezh ha mar mirit va emglev, c'hwi a vo va c'haerañ teñzor a-douez an holl bobloù, rak an holl zouar a zo din.
Kemer a reas levr an emglev hag e lennas anezhañ d'ar bobl. Int a selaouas, hag e lavarjont: Ni a raio kement en deus lavaret an AOTROU , hag e sentimp.
Doujañs an AOTROU a zo penn-kentañ an anaoudegezh, met ar re ziskiant a zispriz ar furnez hag an deskadurezh.
ha na lavarfes: Penaos em eus kasaet ar gelennadurezh? Penaos he deus disprizet va c'halon ar gourdrouz?
An douar a zo saotret gant e annezerien, rak torret o deus al lezennoù, cheñchet o deus ar reolennoù, disc'hraet o deus an emglev peurbadus.
Aet int en-dro da zireizhder o zadoù kentañ, ar re o deus nac'het selaou ouzh va c'homzoù hag a zo aet war-lerc'h doueoù all evit o servijañ. Ti Israel ha ti Juda o deus torret va emglev am eus graet gant o zadoù.
nann evel an emglev am eus diazezet gant o zadoù en deiz ma em eus kemeret anezho dre an dorn hag em eus tennet anezho eus bro Ejipt, an emglev o deus torret, petra bennak ma oan bet ur pried evito, eme an AOTROU.
Selaou, douar! Setu ez an da zegas war ar bobl-mañ un droug a vo frouezh o soñj, rak n'o deus ket selaouet ouzh va c'homzoù, ha taolet o deus kuit va lezenn.
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ober a rin dit evel ma ec'h eus graet, pa ec'h eus disprizet al le en ur derriñ an emglev.
Ar vro a vo dilezet ganto hag en em akuito eus he deizioù sabad e-pad ma vo gwastet pell diouto; anzav a raint o direizhder, rak disprizet o devo va barnedigezhioù hag o eneoù o devo bet euzh ouzh va reolennoù.
me a sello ouzhoc’h, me a raio deoc’h frouezhus hag a lakaio ac’hanoc’h da greskiñ, hag e virin va emglev ganeoc’h;
Ma ne selaouit ket, ha ma ne lakait ket ho kalon da reiñ gloar da'm anv, eme AOTROU an armeoù, e kasin warnoc'h ar vallozh, hag e vallozhin ho pennozhioù. Ya, mallozhiñ a rin anezho dre ma ne lakait ket ho kalon da-se.
Disprizet en devo komz an AOTROU, torret en devo e c'hourc'hemenn, ret e vo lemel an den-se; hag e tougo e zireizhder.
Setu, c’hwi a zispriz ac’hanon, bezit souezhet ha kit diwar wel, rak emaon o vont d’ober un oberenn en ho tevezhioù, un oberenn ha ne gredfec’h ket ma vefe kontet deoc’h.
rak karantez ar c’hig a zo enebiezh ouzh Doue, dre na sent ket ouzh lezenn Doue hag evit gwir ne c’hell ket henn ober.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Setu, emaout o vont da gousket gant da dadoù. Ar bobl-mañ a savo hag en em roio d'ar gasterezh gant doueoù estren ar vro e-lec'h ma'z eont e-barzh, hag e tilezint ac'hanon hag e torrint va emglev am eus graet ganto.
An hini eta a zispriz kement-se ne zispriz ket un den met Doue, eñ hag en deus roet ivez deomp e Spered-Santel.
nann un emglev evel an hini am eus graet gant o zadoù en deiz ma em eus kemeret anezho dre an dorn hag em eus tennet anezho eus bro Ejipt; rak n’o deus ket kendalc’het em emglev hag em eus o dilezet, eme an Aotrou.
Met ma ne sentit ket ouzh mouezh an AOTROU , ha mar bezit disentus ouzh gourc'hemenn an AOTROU , dorn an AOTROU a vo a-enep deoc'h evel m'eo bet a-enep ho tadoù.