E pep lec'h ma em eus kerzhet gant holl vibien Israel, daoust hag em eus komzet diwar-benn-se da unan eus meuriadoù Israel, d'ar re em boa gourc'hemennet dezho peuriñ va fobl Israel, o lavarout: Perak n'hoc'h eus ket savet din un ti sedrez?
Ha gwir e vefe e chomfe Doue war an douar? Setu, an neñvoù, zoken neñvoù an neñvoù ne c'hellont ket da genderc'hel, pegement nebeutoc'h an ti-mañ am eus savet dit?
An Aotrou en deus kasaet e aoter hag taolet kuit e santual. Lakaet en deus mogerioù e balezioù en daouarn an enebour. Graet o deus trouz e ti an AOTROU, evel d'un deiz gouel.
Ar vro a vo dilezet ganto hag en em akuito eus he deizioù sabad e-pad ma vo gwastet pell diouto; anzav a raint o direizhder, rak disprizet o devo va barnedigezhioù hag o eneoù o devo bet euzh ouzh va reolennoù.
En desped da-se, pa vint e bro o enebourien, ne daolin ket kuit anezho ha ne’m bo ket euzh outo evit kas anezho holl da get hag evit terriñ va emglev ganto. Me eo an AOTROU o Doue.
Mard eo dic'hlan ar vro a berc'hennit, tremenit er vro a zo d'an AOTROU , e-lec'h ma chom tabernakl an AOTROU , hag e vo ho talc'h en hon touez. Met n'enebit ket ouzh an AOTROU ha na bellait ket diouzhimp, en ur sevel un aoter deoc'h, ouzhpenn aoter an AOTROU hon Doue.
Fineas mab Eleazar an aberzhour a lavaras da vibien Ruben, da vibien Gad ha da vibien Manase: Gouzout a reomp hiziv emañ an AOTROU en ho touez, pa n'hoc'h eus ket graet an torfed-se a-enep an AOTROU ; bremañ hoc'h eus dieubet mibien Israel eus dorn an AOTROU .
Klevout a ris ur vouezh kreñv o tont eus an neñv a lavare: Setu, emañ tabernakl Doue e-touez an dud. Eñ a chomo ganto, int a vo e bobl, ha Doue e-unan a vo en o zouez, bez’ e vo o Doue.