Malaki 2:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned2 Ma ne selaouit ket, ha ma ne lakait ket ho kalon da reiñ gloar da'm anv, eme AOTROU an armeoù, e kasin warnoc'h ar vallozh, hag e vallozhin ho pennozhioù. Ya, mallozhiñ a rin anezho dre ma ne lakait ket ho kalon da-se. Ver Capítulo |
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: N'hoc'h eus ket sentet ouzhin oc'h embann ar frankiz, pep hini evit e vreur, pep hini evit e nesañ. Setu ec'h embannan en hoc'h enep, eme an AOTROU, frankiz ar c'hleze, ar vosenn hag an naonegezh. Hag ho lakain da vezañ un euzh dre holl rouantelezhioù an douar.