En abeg da-se, setu ez an da gas gwalleur war di Jeroboam, me a lamo kuit kement hini a zo da Jeroboam, an hini a droazh ouzh ar voger evel an hini a zo serret ha dilezet en Israel, hag e skubin ti Jeroboam evel ma vez skubet al lastez, betek ma vo aet da get.
Astennet e vint dirak an heol, dirak al loar ha dirak holl arme an neñvoù, o deus karet, o deus servijet, o deus kerzhet war o lerc'h, o deus klasket, hag o deus stouet dirazo. Ne vint ket dastumet na sebeliet, hag e vint evel teil war-c'horre an douar.
setu amañ neuze ar pezh a rin deoc’h: Lakaat a rin ar spont da zont warnoc’h, an diviañs hag an derzhienn, hag e kuzumint ho taoulagad hag e skuizhint hoc’h ene; hadañ a reot en aner ho had rak hoc’h enebourien en debro;
Ha me ivez em eus ho lakaet da vezañ disprizus ha displet d'an holl bobl, dre ma ne virit ket va hentoù, ha ma sellit ouzh diavaez an dud pa jubennit al lezenn.