AOTROU, da zorn a zo savet uhel, ne welont ket anezhañ, met mar gwelont da c'hred evit da bobl, neuze e vint mezhekaet, hag an tan miret evit da enebourien a lonko anezho.
Evel-se e vo dic'haouet direizhder Jakob, ha setu frouezh pardon e bec'hed: lakaet e vo e poultrenn evel mein-raz holl vein an aoterioù, hag an Asheraoù ha peulioù an heol ne vint ket ken en o sav.
Lakaet hoc'h eus mibien an diavaezidi, tud diamdroc'h a galon ha diamdroc'h a gig, da zont e-barzh va santual ha da saotrañ va zi, kinniget hoc'h eus va bara, al lard hag ar gwad, torret hoc'h eus va emglev gant hoc'h holl euzhusterioù.
Setu ez an da gas va c'hannad, hag e kempenno an hent a-raok din. Hag a-daol-trumm ez aio en e dempl an AOTROU a glaskit, hag Ael an emglev a c'hoantait. Setu e teu, eme AOTROU an armeoù.
Laka da dostaat da vreudeur, meuriad Levi, meuriad da dad, evit ma vint stag ouzhit ha ma servijint ac'hanout, pa vo te ha da vibien ganit dirak teltenn an Testeni.
Setu, kemeret em eus al Levited a-douez mibien Israel e-lec'h an holl re gentañ-ganet eus mibien Israel o deus digoret ar mammog; al Levited a zo din-me.