Neuze e lavari dezho: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da leuniañ a vezventi holl dud ar vro-mañ, ar rouaned a zo azezet war dron David, an aberzhourien, ar brofeded hag holl dud Jeruzalem.
Selaouit kement-mañ, aberzhourien! Bezit evezhiek, c'hwi ti Israel! Roit ho skouarn, ti ar roue! Rak ar varnedigezh a zo evidoc'h, dre ma'z oc'h bet ur pech e Mizpa, hag ur roued astennet war an Tabor.
Milliget eo an toueller, an hini en deus ur par en e dropell, hag a ouestl hag a aberzh ul loen dic'hlan d'an AOTROU. Rak me a zo ur roue bras, eme AOTROU an armeoù, ha va anv a zo doujet e-touez ar broadoù.
Ur mab a enor e dad, hag ur servijer a enor e vestr. Mard on tad, pelec'h emañ an enor a zo din? Mard on mestr, pelec'h emañ an aon a zo dirazon? eme AOTROU an armeoù deoc'h-c'hwi, aberzhourien a zispriz va anv, hag a lavar: E petra hon eus disprizet da anv?
Ma ne selaouit ket, ha ma ne lakait ket ho kalon da reiñ gloar da'm anv, eme AOTROU an armeoù, e kasin warnoc'h ar vallozh, hag e vallozhin ho pennozhioù. Ya, mallozhiñ a rin anezho dre ma ne lakait ket ho kalon da-se.