Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 12:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Met ma ne sentit ket ouzh mouezh an AOTROU , ha mar bezit disentus ouzh gourc'hemenn an AOTROU , dorn an AOTROU a vo a-enep deoc'h evel m'eo bet a-enep ho tadoù.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 12:15
12 Referencias Cruzadas  

hag ez eas da gavout Asa, hag e lavaras dezhañ: Asa hag holl Juda ha Benjamin, selaouit-me! An AOTROU a vez ganeoc'h pa vezit gantañ. Mar klaskit anezhañ, c'hwi en kavo; met mar dilezit anezhañ, eñ ho tilezo.


met ma ne fell ket deoc'h ha ma'z oc'h disent, e viot lonket gant ar c'hleze, rak genoù an AOTROU en deus komzet.


Gwalleur d'an hini fall! Gwalleur! Rak dastum a raio gopr e zaouarn.


An AOTROU a zo reizh, rak ez on bet disent ouzh e c'henoù. Pobloù, selaouit holl, gwelit va glac'har. Va gwerc'hezed ha va zud yaouank a zo bet harluet.


rak anavezout a ran da zisentidigezh ha da c'houzoug reut. Setu, e-pad ma'z on c'hoazh hiziv bev ganeoc'h, ez oc'h disentus ouzh an AOTROU, pegement mui ne viot ket goude va marv!


Mar dilezit an AOTROU ha mar servijit doueoù estren, e tistroio hag e raio droug deoc'h, hag e kuzumo ac'hanoc'h, goude bezañ graet vad deoc'h.


Dre holl ma'z aent, dorn an AOTROU a oa a-enep dezho evit o drougeur, evel m'en doa lavaret an AOTROU hag evel m'en doa touet an AOTROU dezho; hag e voent en un estrenvan vras.


Met ankounac'haat a rejont an AOTROU o Doue, hag eñ o lakaas etre daouarn Sisera, penn arme Hazor, hag etre daouarn ar Filistined, hag etre daouarn roue Moab a reas brezel dezho.


Met goude ma oa bet dezouget, dorn an AOTROU a voe war gêr, hag e reas eno un drubuilh vras. Skeiñ a reas war dud kêr, adalek ar bihanañ betek ar brasañ, hag e teuas dezho ruzderioù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos