1 Samuel 12:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned14 Mar doujit an AOTROU , mar servijit anezhañ, mar sentit ouzh e vouezh, ma n'oc'h ket disent ouzh gourc'hemenn an AOTROU , neuze an AOTROU ho Toue a vo dirazoc'h, c'hwi hag ar roue a reno warnoc'h. Ver Capítulo |
Met lakaet e vo d'ar marv ar profed-se pe an huñvreer-se, rak komzet en deus eus treiñ kein d'an AOTROU ho Toue en deus tennet ac'hanoc'h eus bro Ejipt hag en deus dasprenet ac'hanoc'h eus an ti sklavelezh, evit distreiñ ac'hanout eus an hent en deus gourc'hemennet an AOTROU da Zoue kerzhout warnañ. Evel-se e vo lamet an droug diouzh da greiz.