Graet ec'h eus muioc'h a zroug eget an holl re a zo bet a-raok dit, dre ma'z out aet d'ober dit doueoù all ha skeudennoù teuzet evit va c'hounnariñ, ha ma ec'h eus va zaolet a-drek da gein.
Leviegezh 19:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned N’en em droit ket etrezek an idoloù ha ne rit ket deoc’h doueoù teuzet. Me eo an AOTROU ho Toue. |
Graet ec'h eus muioc'h a zroug eget an holl re a zo bet a-raok dit, dre ma'z out aet d'ober dit doueoù all ha skeudennoù teuzet evit va c'hounnariñ, ha ma ec'h eus va zaolet a-drek da gein.
Eñ o c'hemeras eus o daouarn, o labouras gant ur gizell, hag a reas diouto ul leue teuzet. Hag e lavarjont: Setu da zoueoù, o Israel, ar re o deus da lakaet da bignat eus bro Ejipt.
Rak me eo an AOTROU ho Toue; c’hwi en em santelaio hag e viot santel rak me a zo santel. N’en em lakait ket dic’hlan en abeg da hini ebet eus ar stlejviled a ruz war an douar.
D’ar pempvet bloaz e tebrot ar frouezh anezho, hag e kresko deoc’h ar c’hementad dastumet. Me eo an AOTROU ho Toue.
Pa ginnigot un aberzh a drugarekadennoù d’an AOTROU, e vo kinniget en un doare da vezañ degemeret mat.
Ne reot deoc’h idol ebet, ne savot na skeudenn kizellet na delwenn, ne lakaiot ket a vaen gant tresadennoù livet en ho pro, evit en em stouiñ dirazo. Me eo an AOTROU ho Toue.
Taolit evezh eta, adalek an deiz-mañ hag evit an dazont, adalek ar pevare deiz warn-ugent eus an navet miz, adalek an deiz-mañ m'eo bet diazezet templ an AOTROU, taolit evezh:
Milliget ra vo an den a ra ur skeudenn gizellet pe teuzet, a zo un euzhusted d'an AOTROU, labour daouarn ur micherour a laka anezhi en ul lec'h kuzh! Hag an holl bobl a responto o lavarout: Amen!
gant aon n'en em vreinfec'h en ur ober ur skeudenn gizellet, ur skeudenn eus un idol bennak, an taolennadur eus ur par pe ur barez,
Deviñ a reot en tan skeudennoù kizellet o doueoù. Ne c'hoantai ket ha ne gemeri ket evidout an arc'hant hag an aour a vo warno, gant aon na vefe kement-se ur stign, rak ez int un euzhusted d'an AOTROU da Zoue.