Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 19:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Pa ginnigot un aberzh a drugarekadennoù d’an AOTROU, e vo kinniget en un doare da vezañ degemeret mat.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 19:5
16 Referencias Cruzadas  

Ezekias a adlakaas kevrennoù an aberzhourien hag al Levited, hervez o c'hevrennoù, o c'hargoù, ken an aberzhourien hag al Levited, evit al loskaberzhoù hag an aberzhoù a drugarekadennoù, evit ober ar servij, evit trugarekaat ha meuliñ ouzh dorojoù kamp an AOTROU.


Kas a reas tud yaouank eus mibien Israel da ginnig loskaberzhoù ha da ginnig aberzhoù a drugarekadennoù d'an AOTROU , gant koleoù.


Mar kinnig ar priñs ul loskaberzh a volontez vat pe aberzhoù a drugarekadennoù a volontez vat d'an AOTROU, e vo digoret dezhañ an nor a sell etrezek ar sav-heol, hag e kinnigo e loskaberzh hag e aberzhoù a drugarekadennoù evel ma ra d'an deiz sabad. Hag ez aio kuit, ha pa vo aet er-maez e vo serret an nor.


Ar priñs a yelo e-barzh dre hent porzh an nor diavaez, hag en em zalc'ho e-kichen post an nor, e-pad ma kinnigo an aberzhourien e loskaberzh hag e aberzhoù a drugarekadennoù. Hag ec'h azeulo war dreuzoù an nor, hag ez aio kuit, met an nor ne vo ket serret betek an abardaez.


Mar d-eo e brof ul loskaberzh a loened bras, e kinnigo ur par disi. E ginnig a raio a volontez vat, ouzh digor teltenn an engalv, dirak an AOTROU.


N’en em droit ket etrezek an idoloù ha ne rit ket deoc’h doueoù teuzet. Me eo an AOTROU ho Toue.


Debret e vo da zeiz an aberzh pe d’an deiz war-lerc’h; ar pezh a vo manet betek an trede deiz a vo devet en tan.


a ginnigo ur par disi a-douez ar saout, an oaned pe ar givri, evit ma vo degemeret.


Pa ginnigo un den un aberzh a drugarekadennoù d’an AOTROU, loened bras pe loened bihan, evit ur gouestl pe evel prof a youl vat, an aberzh a vo disi evit bezañ degemeret; ne vo si ebet enni.


Un ejen pe un oan gant un ezel bennak re hir pe re verr a c’hello kinnig evel prof a youl vat, met ne vo ket degemeret evit ur gouestl.


Pa ginnigot un aberzh a drugarekadennoù d’an AOTROU, e vo kinniget en un doare da vezañ degemeret mat.


Mar d-eo aberzh unan bennak ur prof evit ur gouestl pe ur prof a youl vat, debret e vo en deiz ma kinnigo e aberzh, hag an nemorant a vo debret betek an deiz war-lerc’h.


Mar vefe debret kig an aberzh a drugarekadennoù d’an trede deiz, ne vefe ket degemeret ha ne vefe ket kontet d’an hini en deus kinniget an aberzh; un dra euzhus e vefe, ha piv bennak a zebrfe dioutañ a zougfe e zireizhder.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos