6 Debret e vo da zeiz an aberzh pe d’an deiz war-lerc’h; ar pezh a vo manet betek an trede deiz a vo devet en tan.
Ne lezot mann ebet dioutañ betek ar beure, hag ar pezh a vano dioutañ a-benn ar beure a zevot en tan.
Pa ginnigot un aberzh a drugarekadennoù d’an AOTROU, e vo kinniget en un doare da vezañ degemeret mat.
Mar debrer dioutañ d’an trede deiz, un euzhusted eo, ne vo ket degemeret mat.