Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -


Adlezenn 27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 27 Menez Gerizim ha Menez Ebal

1 Moizez hag henaourien Israel a roas urzhioù d'ar bobl o lavarout: Mirit an holl c'hourc'hemennoù a roan deoc'h hiziv.

2 D'an deiz ma tremenot ar Jordan, evit mont d'ar vro a ro deoc'h an AOTROU ho Toue, e savi mein bras hag e lifri anezho gant raz.

3 Skrivañ a ri warno holl gomzoù al lezenn-mañ pa dremeni evit mont d'ar vro a ro dit an AOTROU da Zoue, ur vro a zever gant laezh ha mel, evel m'en deus lavaret dit an AOTROU, Doue da dadoù.

4 Pa ho po tremenet ar Jordan, e savot ar vein-se a c'hourc'hemennan deoc'h hiziv war Venez Ebal, hag e lifri anezho gant raz.

5 Hag e savi eno un aoter d'an AOTROU da Zoue, un aoter vein, ha ne stoko ket an houarn outo.

6 Sevel a ri aoter an AOTROU da Zoue gant mein diaoz, hag e kinnigi warni loskaberzhoù d'an AOTROU da Zoue.

7 Kinnig a ri aberzhoù a drugarekadennoù, hag e tebri eno, hag e laouenai dirak an AOTROU da Zoue.

8 Skrivañ a ri war ar vein holl gomzoù al lezenn-mañ, o verkañ anezho mat.

9 Moizez hag an aberzhourien, al Levited, a gomzas ouzh holl Israel o lavarout: Tav ha selaou, Israel! Deuet out hiziv da vezañ pobl an AOTROU da Zoue.

10 Sentiñ a ri ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, hag e ri diouzh e c'hourc'hemennoù hag e reolennoù a gelennan dit hiziv.

11 En deiz-se, Moizez a roas urzhioù d'ar bobl o lavarout:

12 Pa ho po tremenet ar Jordan, en em zalc'ho Simeon, Levi, Juda, Isakar, Jozef ha Benjamin war Venez Gerizim evit bennigañ ar bobl,

13 hag en em zalc'ho Ruben, Gad, Aser, Zabulon, Dan ha Neftali war Venez Ebal evit milligañ.

14 Al Levited a gomzo hag a lavaro a vouezh uhel da holl dud Israel:

15 Milliget ra vo an den a ra ur skeudenn gizellet pe teuzet, a zo un euzhusted d'an AOTROU, labour daouarn ur micherour a laka anezhi en ul lec'h kuzh! Hag an holl bobl a responto o lavarout: Amen!

16 Milliget ra vo an hini a zispriz e dad hag e vamm! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

17 Milliget ra vo an hini a zilec'h bonn e nesañ! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

18 Milliget ra vo an hini a ra d'an dall en em goll en hent! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

19 Milliget ra vo an hini a gemm barnedigezh un diavaeziad, un emzivad, un intañvez! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

20 Milliget ra vo an hini a gousk gant gwreg e dad, dre ma tizolo pallenn e dad! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

21 Milliget ra vo an hini a gousk gant ul loen bennak! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

22 Milliget ra vo an hini a gousk gant e c'hoar, merc'h e dad pe merc'h e vamm! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

23 Milliget ra vo an hini a gousk gant e vamm-gaer! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

24 Milliget ra vo an hini a sko gant e nesañ e kuzh! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

25 Milliget ra vo an hini a zegemer un donezon evit skuilhañ gwad un ene didamall! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

26 Milliget ra vo an hini na beurc'hraio ket komzoù al lezenn-mañ ha na raio ket diouto! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

Síguenos en:



Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos