5 Hag e savi eno un aoter d'an AOTROU da Zoue, un aoter vein, ha ne stoko ket an houarn outo.
Evit sevel an ti, e voe graet gant mein kempennet holl er vengleuz, e doare ma ne voe klevet en ti na morzhol, na bouc'hal, na benveg houarn ebet pa voe savet.
Mar rez din un aoter vein, ne impliji ket mein kizellet, rak ma savfes da houarn warno, o disakrfes.
Moizez a skrivas holl gomzoù an AOTROU , hag e tihunas beure-mat da sevel un aoter e traoñ ar menez ha daouzek peul evit daouzek meuriad Israel.
Sevel a ri aoter an AOTROU da Zoue gant mein diaoz, hag e kinnigi warni loskaberzhoù d'an AOTROU da Zoue.