Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Adlezenn 27:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Milliget ra vo an hini a gemm barnedigezh un diavaeziad, un emzivad, un intañvez! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

Ver Capítulo Copiar




Adlezenn 27:19
11 Referencias Cruzadas  

Ne heuilhi ket ar re niverusañ evit ober fall. Pa zougi testeni en ur prosez, n'en em zistroi ket evit mont war-lerc'h an niver brasañ ha terriñ ar reizhder.


An den drouk a zegemer an donezon, evit diskar gwenodennoù ar varnedigezh.


gant aon na evfent, n'ankounac'hafent al lezenn ha na zireizhfent droed ar re c'hlac'haret.


Mar deu un diavaeziad da chom en ho touez, ne heskini ket anezhañ.


Selaouit kement-mañ, pennoù Jakob, ha c'hwi renerien ti Israel, c'hwi hag a gasa ar reizhder, hag a laka da vezañ kamm ar pezh a zo eeun,


Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù.


a ro e wir d’an emzivad ha d'an intañvez, a gar an diavaeziad hag a ro dezhañ boued ha dilhad.


Ne gemmo ket barnedigezh un diavaeziad, nag hini un emzivad, ha ne gemeri ket e gouestl dilhad un intañvez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos