Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 14:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Graet ec'h eus muioc'h a zroug eget an holl re a zo bet a-raok dit, dre ma'z out aet d'ober dit doueoù all ha skeudennoù teuzet evit va c'hounnariñ, ha ma ec'h eus va zaolet a-drek da gein.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 14:9
42 Referencias Cruzadas  

Ar roue, o vezañ kemeret kuzul, a reas daou leue aour, hag a lavaras d'ar bobl: A-walc'h ez oc'h pignet da Jeruzalem, setu da zoueoù, o Israel, ar re o deus da lakaet da bignat eus bro Ejipt.


Hag e teroio Israel en abeg da bec'hedoù Jeroboam, en deus pec'het ha lakaet Israel da bec'hiñ.


Juda a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, hag ec'h atizjont e warizi en abeg d'ar pec'hedoù a rejont, muioc'h eget n'o doa graet biken o zadoù.


Kerkent ha ma voe roue, e skoas war holl di Jeroboam, ha ne lezas ene ebet da Jeroboam hep e zistrujañ, hervez ar gomz en doa an AOTROU disklêriet dre e servijer Akija eus Silo,


en abeg da bec'hedoù Jeroboam, en deus pec'het ha lakaet Israel da bec'hiñ, o kounnariñ an AOTROU Doue Israel.


Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, hag e kerzhas en hent Jeroboam, hag er pec'hedoù en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo.


Omri a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, muioc'h eget an holl re a oa bet a-raok dezhañ.


Akab mab Omri a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, muioc'h eget an holl re a oa bet a-raok dezhañ.


Evel ma vije bet nebeut a dra dezhañ kerzhout e pec'hedoù Jeroboam mab Nebad, e kemeras da wreg Jezabel merc'h Etbaal, roue ar Sidoniz, hag ez eas da servijañ Baal ha da stouiñ dirazañ.


Akab a reas ivez un Ashera, hag Akab a reas muioc'h c'hoazh eget holl rouaned Israel a oa bet a-raok dezhañ evit kounnariñ an AOTROU Doue Israel.


Adsevel a reas an uhellec'hioù en doa distrujet Ezekiaz e dad, hag e savas aoterioù da Vaal, hag e reas un Ashera evel m'en doa graet Akab roue Israel, hag e stouas dirak holl arme an neñvoù, hag o servijas.


Koulskoude an AOTROU ne zistroas ket diouzh e gounnar entanet a oa bet enaouet a-enep Juda, en abeg da gement en doa graet Manase evit e gounnariñ.


Met chom a reas stag ouzh pec'hedoù Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo, ha ne zistroas ket diwarno.


hag en doa lakaet aberzhourien dezhañ evit an uhellec'hioù, hag evit ar bouc'hed hag al leueoù en doa graet.


Lakaat a reas e vibien da dremen dre an tan e traonienn mab Hinnon. Ober a rae hudsteredouriezh, achanterezh, strobinelloù, hag e c'houlennatae speredoù ha sorserien. Ober a reas ar pezh a zo fall-kenañ dirak daoulagad an AOTROU evit e gounnariñ.


Hag e kemerjont kêrioù kreñv ha douaroù druz, hag e perc'hennjont tiez leun a bep seurt madoù, puñsoù toullet, gwini, olived ha gwez-frouezh e-leizh, hag e tebrjont hag o doe o gwalc'h, deuet int lart hag e vevjont er plijadurioù dre da vadelezh vras.


Met e voent disentus hag en em savjont a-enep dit, hag e taoljont da lezenn a-dreñv o c'hein. Lazhañ a rejont da brofeded a zouge anezho da zistreiñ ouzhit, hag e rejont dismegañsoù bras dit.


Kounnariñ a rejont Doue dre o oberennoù, kement ma savas ur walenn en o zouez.


Te a gasa ar c'hastiz, hag a daol va c'homzoù a-drek da gein.


Pet gwech ez int bet disentus outañ er gouelec'h, hag o deus glac'haret anezhañ en distro!


Met temptañ ha daeañ a rejont an Doue Uhel-Meurbet, ha ne virjont ket e destenioù.


E hegasiñ a rejont gant o uhellec'hioù, hag ec'h atizjont e warizi gant o idoloù.


Ne ri ket dit doueoù teuzet.


Diskouez a rez trugarez e-keñver milieroù, hag e taskorez direizhder an tadoù e bruched o mibien war o lerc'h. Te eo an Doue bras, ar Galloudeg, a zo e anv AOTROU an armeoù,


Ar vibien a zastum koad, an tadoù a enaou an tan, ar maouezed a vez an toaz, evit ober gwestell da rouanez an neñvoù hag evadkinnigoù da zoueoù estren, hag evit va imoriñ.


Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket roet o skouarn, reudet o deus o gouzoug, graet o deus gwashoc'h eget o zadoù.


Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir ec'h eus va ankounac'haet ha va zaolet a-drek da gein, doug te ivez ar boan eus da zrougiezh hag eus da c'hastaouerezh.


Hag e lavaras din: Mab an den, hag ec'h eus gwelet? Ha re nebeut eo evit ti Juda ober an traoù euzhus a reont amañ? Rak leuniet o deus ar vro gant feulster hag atizet o deus va c'hounnar. Ha setu, e tostaont ur skourrig ouzh o fri.


Hag ec'h astennas doare un dorn, a grogas ennon dre vlev va fenn. Ar Spered am savas etre an douar hag an neñv hag am degasas da Jeruzalem e gweledigezhioù doueel, ouzh toull dor an diabarzh troet etrezek an hanternoz, e-lec'h ma en em gave idol ar warizi, a atiz gwarizi.


N’en em droit ket etrezek an idoloù ha ne rit ket deoc’h doueoù teuzet. Me eo an AOTROU ho Toue.


Ha fellout a ra deomp hegasiñ gwarizi an Aotrou? Ha kreñvoc’h ez omp egetañ?


Lakaet o deus ac'hanon da vezañ gwarizius dre ar pezh n'eo ket Doue, lakaet o deus droug da sevel ennon dre o zraoù aner, me o lakaio da vezañ gwarizius dre ar pezh n'eo ket ur bobl, lakaat a rin droug da sevel enno dre ur vroad diskiant,


C'hwi a zo bet disentus ouzh an AOTROU abaoe an deiz ma hoc'h anavezan.


Dibabet o doa doueoù nevez, ha raktal ez eus bet ar brezel ouzh an dorojoù. Ne veze gwelet na skoed na goaf e-touez daou-ugent milier Israel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos