Na zeuit ket da vezañ idolourien evel ma voe hiniennoù anezho, hervez ma’z eo skrivet: Ar bobl a azezas da zebriñ ha da evañ, ha goude e savjont d’en em laouenaat.
Rak int a lavar o-unan pebezh degemer hon eus bet diganeoc’h ha penaos hoc’h eus en em zistroet diouzh an idoloù da Zoue, evit servijañ an Doue bev ha gwirion,
Va bugale vihan, skrivañ a ran an traoù-mañ deoc’h evit na bec’hot ket. Ha mar en deus unan bennak ac’hanoc’h pec’het, hon eus un alvokad e-kichen an Tad, Jezuz-Krist ar reizh.
Moged o estrenvan a sav e kantvedoù ar c’hantvedoù, n’o deus diskuizh ebet, na deiz na noz, ar re a azeul al loen hag e skeudenn, ha piv bennak a gemer merk e anv.
Ar peurrest eus an dud, ar re ne voent ket lazhet gant ar goulioù-mañ, n’o doe ket keuz eus oberoù o daouarn evit paouez da azeuliñ an diaouled hag an idoloù aour, arc’hant, arem, maen ha koad, na c’hellont na gwelout, na klevout, na kerzhout.