Neuze tan an AOTROU a gouezhas hag a devas al loskaberzh, ar c'hoad, ar vein, ar poultr, hag a zisec'has an dour a oa er foz.
Leviegezh 10:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Nadab hag Abihu, mibien Aaron, a gemeras pep hini e ezañsouer, a lakaas tan ennañ, a lakaas ezañs warnañ hag a ginnigas dirak an AOTROU un tan estren, ar pezh n’en doa ket gourc’hemennet. |
Neuze tan an AOTROU a gouezhas hag a devas al loskaberzh, ar c'hoad, ar vein, ar poultr, hag a zisec'has an dour a oa er foz.
Ra zeuio va fedenn dirazout evel ar c'hwezh-vat, ha savadenn va daouarn evel profadenn an abardaez.
Doue a lavaras da Voizez: Pign etrezek an AOTROU , te hag Aaron, Nadab hag Abihu, ha dek ha tri-ugent eus henaourien Israel, hag e taoulinot a-bell.
Ober a ri he fodoù evit lemel he ludu, he falioù, hec'h hanafoù, he fourchetezioù, he fodoù-glaou-bev; hag e ri hec'h holl draoù gant arem.
Laka da dostaat ouzhit, a-douez mibien Israel, Aaron da vreur gant e vibien, evit bezañ gouestlet da'm servij evel aberzhourien: Aaron, Nadab hag Abihu, Eleazar hag Itamar, mibien Aaron.
eoul an oleviadur hag an ezañs a c'hwezh-vat evit al lec’h santel. Ober a raint hervez kement am eus gourc’hemennet dit.
Ober a reas an eoul evit an oleviadur santel, hag an ezañs glan a c'hwezh-vat, graet hervez ijin ar fronder.
Ober a reas holl draoù an aoter, ar podoù, ar palioù, an hanafoù, ar fourchetezioù, ar podoù-glaou-bev; hag e reas hec'h holl draoù gant arem.
hag e lakaas eno da vogediñ an ezañs a c'hwezh-vat, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.
Aaron a gemeras evel gwreg Elisheba merc'h Aminadab c'hoar Nahashon, hag e c'hanas dezhañ Nadab, Abihu, Eleazar hag Itamar.
Ni a raio ur veaj a dri devezh er gouelec'h da aberzhiñ d'an AOTROU hon Doue, evel ma lavaro deomp.
savet o deus uhellec'hioù da Vaal evit deviñ dre an tan o mibien e loskaberzhoù da Vaal, ar pezh na'm boa ket gourc'hemennet, na lavaret, ha na oa ket em soñj,
Savet o deus uhellec'hioù da Vaal e traonienn mab Hinnom, evit lakaat o mibien hag o merc'hed da dremen dre an tan da Volok, ar pezh na'm boa ket gourc'hemennet, ha ne oa ket deuet em soñj e vije graet un hevelep euzhusted evit lakaat Juda da bec'hiñ.
Met an holl baotred a ouie e kinnige o gwragez ezañs da zoueoù all, an holl wragez a oa eno e niver bras, an holl bobl a oa o chom e bro Ejipt, e Patroz, a respontas da Jeremiaz, o lavarout:
Perak e kounnarit ac'hanon dre oberoù ho taouarn, o kinnig ezañs da zoueoù all en Ejipt, e-lec'h ma oc'h deuet da chom ennañ, en doare da vezañ lamet ha da zont da vezañ ur vallozh hag un dismegañs e-touez holl vroadoù an douar?
Savet o deus uhellec'hioù da Dofed e traonienn mab Hinnom, evit deviñ dre an tan o mibien hag o merc'hed, ar pezh na'm boa ket gourc'hemennet, ha na'm boa ket soñjet ennañ.
An AOTROU a gomzas da Voizez goude marv daou vab Aaron, pa dostajont dirak an AOTROU ha pa varvjont.
Kemer a raio un ezañsouer leun a c’hlaou-bev a-ziwar an aoter dirak an AOTROU ha daou zornad ezañs a c’hwezh-vat poultrek, hag e tougo an traoù-se en diabarzh ar ouel.
Mirout a raint va barnedigezhioù, gant aon na zougint o fec’hedoù ha na varvint evit bezañ disakr. Me eo an AOTROU a santela anezho.
An tan a zeuas er-maez a-zirak an AOTROU, hag a guzumas war an aoter al loskaberzh hag al lard. An holl bobl henn gwelas hag en ur leuskel kriadennoù a levenez e em daoljont war o dremmoù.
Moizez a lavaras da Aaron: Kemer ar podoù-glaou-bev, laka tan ennañ a-ziwar an aoter, laka c'hwezh-vat warnañ, kae buan da gavout ar vodadenn ha gra dic'haou evito, rak ar gounnar a zo aet kuit a-zirak an AOTROU ha kroget eo ar gouli.
Mirout a reot an holl draoù a c'hourc'hemennan dit hag e reot diouto, ha ne lakaiot netra ouzhpenn enno ha ne lammot netra diouto.
o vont war-lerc'h doueoù all o servijañ anezho hag o stouiñ dirazo, dirak an heol pe dirak al loar pe dirak holl arme an neñv, ar pezh ne'm eus ket gourc'hemennet,
Ne lakaiot netra ouzhpenn er c'homzoù a gemennan deoc'h ha ne lammot netra diouto, met mirout a reot gourc'hemennoù an AOTROU ho Toue a gemennan deoc'h.
eno e oa an aoter aour evit an ezañs hag arc’h an emglev holl c’holoet a aour, e-lec’h ma oa ul lestr aour hag ennañ ar mann, gwialenn Aaron he doa bleuniet ha taolennoù an emglev.