Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 10:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Un tan a zeuas er-maez a-zirak an AOTROU hag a guzumas anezho, hag e varvjont dirak an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 10:2
25 Referencias Cruzadas  

Kounnar an AOTROU a entanas a-enep Uzza, ha Doue a skoas gantañ en abeg d'e vank. Hag e varvas eno, tost ouzh arc'h Doue.


Mont a reas hag e kavas ar c'horf astennet war an hent, hag an azen hag al leon en em zalc'he e-kichen ar c'horf. Al leon n'en doa ket debret ar c'horf na diframmet an azen.


Neuze tan an AOTROU a gouezhas hag a devas al loskaberzh, ar c'hoad, ar vein, ar poultr, hag a zisec'has an dour a oa er foz.


Elia a respontas o lavarout da ofiser an hanterkantad: Mard on un den Doue, ra ziskenno an tan eus an neñvoù, ha ra lonko ac'hanout gant da hanterkantad. Hag an tan a ziskennas eus an neñvoù hag a lonkas anezhañ gant e hanterkantad.


Elia a respontas o lavarout: Mard on un den Doue, ra ziskenno an tan eus an neñvoù, ha ra lonko ac'hanout gant da hanterkantad. Ha tan Doue a ziskennas eus an neñvoù hag a lonkas anezhañ gant e hanterkantad.


Kounnar an AOTROU a entanas a-enep Uzza, hag e skoas gantañ, dre m'en doa astennet e zorn war an arc'h. Hag e varvas eno dirak Doue.


Dre ma ne oac'h ket aze ar wech kentañ, an AOTROU hon Doue a reas un toull-freuz en hon touez, rak n'hon eus ket e glasket hervez ma'z eo urzhiet deomp.


Met Nadab hag Abihu a varvas a-raok o zad, ha n'o doe mab ebet. Hag Eleazar hag Itamar a voe aberzhourien.


Edo c'hoazh o komz pa zeuas unan all o lavarout: Tan Doue a zo kouezhet eus an neñvoù hag en deus devet an deñved hag ar servijerien, ha lonket anezho. Me va-unan am eus tec'het da zisklêriañ dit.


Hon Doue a zeu ha ne chom ket er sioulded. Dirazañ ez eus un tan loskus, en-dro dezhañ ur gorventenn nerzhus.


Doue a lavaras da Voizez: Pign etrezek an AOTROU , te hag Aaron, Nadab hag Abihu, ha dek ha tri-ugent eus henaourien Israel, hag e taoulinot a-bell.


Abaoe pell amzer ez eo lakaet a-du ha kempennet Tofed evit ar roue. Graet eo don ha ledan e geuneudeg, gant tan ha koad e-leizh; alan an AOTROU, evel ur red soufr, a ya da entanañ anezhañ.


Tostaat a rejont hag e tougjont anezho gant o zonegoù er-maez eus ar c’hamp evel m’en doa lavaret Moizez.


An AOTROU a gomzas da Voizez goude marv daou vab Aaron, pa dostajont dirak an AOTROU ha pa varvjont.


An tan a zeuas er-maez a-zirak an AOTROU, hag a guzumas war an aoter al loskaberzh hag al lard. An holl bobl henn gwelas hag en ur leuskel kriadennoù a levenez e em daoljont war o dremmoù.


an dud-se, o doa roet un danevell fall diwar-benn ar vro, a varvas dre ur gouli dirak an AOTROU.


Un tan a zeuas a-berzh an AOTROU hag a guzumas an daou c'hant hag hanter-kant den a ginnige ar c'hwezh-vat.


Pevarzek mil ha seizh kant den a varvas dre ar gouli, en tu-hont d'ar re varvet abalamour da Gora.


Nadab hag Abihu a varvas pa ginnigjont un tan estren dirak an AOTROU.


Raktal e kouezhas d’e dreid hag e varvas. An dud yaouank a zeuas e-barzh, he c’havas marv, he dougjont er-maez hag he sebeilhjont e-kichen he fried.


Ananiaz, pa glevas ar c’homzoù-se, a gouezhas hag a varvas. Ur spont bras a zeuas war ar re holl a glevas komz a gement-se.


An holl draoù-se a c’hoarvezas ganto evit servijañ da skouer, hag int bet skrivet evit hon deskadurezh, deomp-ni hag a zo deuet d’an amzerioù diwezhañ.


Hogen an AOTROU a skoas war dud Bet-Shemesh, dre m'o doa sellet ouzh arc'h an AOTROU . Hag e skoas e-touez ar bobl war hanter-kant mil dek den ha tri-ugent. Ar bobl a reas kañv, dre m'en doa skoet an AOTROU warno gant ur gouli bras.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos