Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 32:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

35 Savet o deus uhellec'hioù da Vaal e traonienn mab Hinnom, evit lakaat o mibien hag o merc'hed da dremen dre an tan da Volok, ar pezh na'm boa ket gourc'hemennet, ha ne oa ket deuet em soñj e vije graet un hevelep euzhusted evit lakaat Juda da bec'hiñ.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 32:35
33 Referencias Cruzadas  

Kement-se dre m'o deus va dilezet, dre m'o deus stouet dirak Astarte doueez ar Sidoniz, dirak Kemosh doue Moab, dirak Milkom doue mibien Ammon, ha dre ma n'o deus ket kerzhet em hentoù, evit ober ar pezh a zo reizh dirak va daoulagad hag evit mirout va reolennoù ha va barnedigezhioù evel David e dad.


Salomon a savas un uhellec'h evit Kemosh euzhusted ar Voabiz war ar menez a zo a-dal da Jeruzalem, hag evit Molok euzhusted mibien Ammon.


Hag e teroio Israel en abeg da bec'hedoù Jeroboam, en deus pec'het ha lakaet Israel da bec'hiñ.


Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, hag e kerzhas en hent e dad, hag er pec'hedoù en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo.


en abeg da bec'hedoù Jeroboam, en deus pec'het ha lakaet Israel da bec'hiñ, o kounnariñ an AOTROU Doue Israel.


en abeg d'ar pec'hedoù en doa graet, oc'h ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, o kerzhout en hent Jeroboam, hag er pec'hedoù en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo.


Hag e lakain da di evel ti Jeroboam mab Nebad hag evel ti Baesha mab Akija, en abeg da'z fallentez, ac'h eus va c'hounnaret drezi ha lakaet Israel da bec'hiñ.


Manase roue Juda en deus graet an euzhusterioù-se, gwashoc'h eget kement o deus graet an Amoreaned a-raok dezhañ, ha lakaet en deus Juda da bec'hiñ dre e idoloù,


Sevel a reas ivez aoterioù e ti an AOTROU, daoust m'en doa lavaret an AOTROU diwar e benn: E Jeruzalem e lakain va anv.


Saotrañ a reas Tofed e traonienn mab Hinnon, evit na lakaje den da dremen e vab pe e verc'h dre an tan evit Molok.


An aoter a oa e Betel, an uhellec'h bet graet gant Jeroboam mab Nebad, an hini en doa lakaet Israel da bec'hiñ, an aoter-se hag an uhellec'h a ziskaras, hag e tevas an uhellec'h, hag en lakaas e poultr, hag e tevas an Ashera.


Met chom a reas stag ouzh pec'hedoù Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo, ha ne zistroas ket diwarno.


Lakaat a reas e vibien da dremen dre an tan e traonienn mab Hinnon. Ober a rae hudsteredouriezh, achanterezh, strobinelloù, hag e c'houlennatae speredoù ha sorserien. Ober a reas ar pezh a zo fall-kenañ dirak daoulagad an AOTROU evit e gounnariñ.


Manase a ziankas Juda ha tud Jeruzalem, betek ober gwashoc'h eget ar broadoù o doa distrujet an AOTROU a-zirak mibien Israel.


Holl bennoù an aberzhourien hag ar bobl a greskas muioc'h-muiañ o fallentez, hervez holl euzhusterioù ar broadoù, hag e saotrjont an ti en doa santelaet an AOTROU e Jeruzalem.


Moizez a lavaras da Aaron: Petra he deus graet ar bobl-mañ dit, ma ec'h eus tennet warni ur pec'hed ken bras?


oc'h en em dommañ gant idoloù dindan pep gwezenn c'hlas, o lazhañ ar vugale en traoniennoù dindan toulloù ar reier?


ha kae da draonienn mab Hinnom, a zo ouzh toull dor ar Sav-heol, hag embann eno ar c'homzoù a lavarin dit.


Da holl amourouzien o deus da ankounac'haet, n'int ket e chal ganit, rak skoet em eus warnout evel ma skoer war un enebour, evel ma kastizer un den garv, en abeg da liester da fallagriezhoù ha da vraster da bec'hedoù.


Kaset em eus deoc'h va holl servijerien, ar brofeded, am eus kaset adalek ar beure, evit lavarout deoc'h: Na rit ket an dra euzhus-se a gasaan!


Rak mibien Juda o deus graet ar pezh a zo fall dirak va daoulagad, eme an AOTROU, lakaet o deus o euzhusterioù en ti ma'z eo galvet va anv warnañ, evit e saotrañ.


Savet o deus uhellec'hioù da Dofed e traonienn mab Hinnom, evit deviñ dre an tan o mibien hag o merc'hed, ar pezh na'm boa ket gourc'hemennet, ha na'm boa ket soñjet ennañ.


penaos o deus graet avoultrerez hag ez eus gwad war o daouarn; ya, graet o deus avoultrerez gant o idoloù, ha zoken lakaet o deus o mibien da dremen dre an tan, ar re o doa ganet din, evit o debriñ.


Ne roi ket da vugale da vezañ lazhet evit Molok, ne zisakri ket anv da Zoue. Me eo an AOTROU.


Douget hoc’h eus teltenn Molok ha steredenn ho toue Refan, skeudennoù hoc’h eus graet evit o azeuliñ. Setu perak e kasin ac’hanoc’h en tu all da Vabilon.


Ne ri ket evel-se e-keñver an AOTROU da Zoue, rak graet o deus d'o doueoù kement a zo un euzhusted d'an AOTROU, ar pezh a gasa, ha zoken o deus devet en tan o mibien hag o merc'hed d'o doueoù.


N'en em gavo den ez touez a lakaio e vab pe e verc'h da dremen dre an tan, nag a raio divinerezh, nag hudsteredour, nag achantour, na sorserez,


he fried kentañ, an hini en deus he c'haset kuit, ne c'hello ken hec'h adkemer evit e wreg, goude ma vo bet saotret, rak un euzhusted e vefe dirak an AOTROU, ha ne lakaio ket da bec'hiñ ar vro a ro dit an AOTROU da Zoue evel hêrezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos