Aaron hag e vibien a vo gwisket ganto pa'z aint e teltenn an engalv, pe pa dostaint ouzh an aoter evit ober servij el lec'h santel, ha ne vint ket kablus ha ne varvint ket. Ur gourc'hemenn peurbadus eo evitañ hag evit e ziskennidi war e lerc'h.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Komz ouzh Aaron da vreur ma ne d-aio ket e pep amzer el lec’h santel, en diabarzh ar ouel, dirak al lec’h-a-drugarez a zo war an arc’h, gant aon na varvfe, rak en em ziskouezin er goabrenn war al lec’h-a-drugarez.
Mirout a reot ar pezh a c’hourc’hemennan ha ne virot hini ebet eus ar boazioù euzhus-se a zo bet graet araozoc’h; n’en em saotrit ket ganto. Me eo an AOTROU ho Toue.