Debriñ a raint eta an traoù-se, a vo graet an dic'haou drezo evit o gouestlañ hag o santelaat. Met un diavaeziad ne zebro ket diouto rak santelaet int bet.
Merc’h un aberzhour hag a vefe intañvez pe kaset kuit gant hec’h ozhac’h, hep bugale, hag a zistrofe da di he zad evel en he yaouankiz, a zebro boued he zad. Met diavaeziad ebet ne zebro dioutañ.
An aberzhour a roas dezhañ eta bara santel, dre ma ne oa ken eno bara all, nemet ar baraoù a ginnig a oa bet dilamet a-zirak an AOTROU , evit lakaat eno baraoù tomm en deiz ma oant dilamet.