Leviegezh 22:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
11 Met an den en devo prenet an aberzhour gant e arc’hant a zebro dioutañ, kenkoulz hag an hini a vo bet ganet en e di; debriñ a raint eus ar boued-se.
Abram a gemeras Sarai e wreg ha Lot mab e vreur, gant an holl vadoù o doa gounezet hag an dud o doa prenet e Charan. Kuitaat a rejont evit mont da vro Ganaan hag ec'h errujont e bro Ganaan.
Kement-mañ a vo dit a-douez an traoù santel-meurbet na vint ket kuzumet dre an tan: o holl brofoù, o holl zonezonoù, o holl aberzhoù-dic'haouiñ, o holl aberzhoù a gablusted a zegasint din; an traoù santel-meurbet-se a vo evidout hag evit da vibien.