Ha n'emañ ket an AOTROU ho Toue ganeoc'h? Ha n'en deus ket roet deoc'h diskuizh a bep tu? Rak roet en deus etre va daouarn tud ar vro, hag ar vro a zo sujet dirak an AOTROU ha dirak e bobl.
Jozue 22:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bremañ an AOTROU ho Toue en deus roet diskuizh d'ho preudeur, evel m'en doa lavaret. Distroit eta bremañ, kit d'ho teltennoù, d'ar vro a zo deoc'h, an hini en deus roet deoc'h Moizez servijer an AOTROU en tu all d'ar Jordan. |
Ha n'emañ ket an AOTROU ho Toue ganeoc'h? Ha n'en deus ket roet deoc'h diskuizh a bep tu? Rak roet en deus etre va daouarn tud ar vro, hag ar vro a zo sujet dirak an AOTROU ha dirak e bobl.
Ne zistroimp ket d'hon tiez ken n'o devo resevet mibien Israel pep hini anezho e hêrezh,
rak n'oc'h ket erruet c'hoazh d'an diskuizh ha d'an hêrezh a ro deoc'h an AOTROU ho Toue.
Kemeret hon eus o bro hag he roet hon eus da hêrezh d'ar Rubeniz, d'ar C'hadiz ha da hanter-veuriad Manase.
ken na roio diskuizh an AOTROU d'ho preudeur evel deoc'h, ha ken na berc'hennint int ivez ar vro emañ an AOTROU ho Toue o vont da reiñ dezho en tu all d'ar Jordan. Hag e tistroiot pep hini ac'hanoc'h d'an dalc'h am eus roet deoc'h.
ken na roio diskuizh an AOTROU d'ho preudeur evel deoc'h, ha ken na berc'hennint int ivez ar vro emañ an AOTROU ho Toue o vont da reiñ dezho. Hag e tistroiot d'ar vro a zo deoc'h da berc'hennañ anezhi, an hini en deus roet deoc'h Moizez servijer an AOTROU en tu-mañ d'ar Jordan, war-zu ar sav-heol.
Moizez servijer an AOTROU ha mibien Israel a bilas anezho, ha Moizez servijer an AOTROU a roas d'o ferc'hennañ d'ar Rubeniz, d'ar C'hadiz ha da hanter-veuriad Manase.
An hanter all, ar Rubeniz hag ar C'hadiz o deus bet o hêrezh, en deus roet Moizez dezho en tu all d'ar Jordan er sav-heol, evel m'en deus roet dezho Moizez servijer an AOTROU ,
n'hoc'h eus ket dilezet ho preudeur e-pad an amzer hir-se betek hiziv, ha miret hoc'h eus karg urzhioù an AOTROU ho Toue.