Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Hebreed 4:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Rak m’en dije Jozue o c’haset en diskuizh, ne gomzje ket goude-se eus un devezh all.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Rag mar hen divije Josue lakeat anezhe da antren ebarz er repos, neuze Doue na gomzje ket goude‐ze divarben eun devez all.

Ver Capítulo Copiar




Hebreed 4:8
13 Referencias Cruzadas  

Nun e vab, Jozue e vab.


Reiñ a reas dezho douaroù ar broadoù, hag e perc'hennjont labour ar pobloù,


Kas a reas pobladoù kuit a-raok dezho hag o roas dezho da hêrezh, hag e lakaas meuriadoù Israel da chom en o zeltennoù.


Hon tadoù, o vezañ e gemeret, a zegasas anezhañ ganto dindan renerezh Jozue, er vro a oa perc’hennet gant ar broadoù a voe argaset a-ziaraok hon tadoù gant Doue, betek deizioù David.


rak n'oc'h ket erruet c'hoazh d'an diskuizh ha d'an hêrezh a ro deoc'h an AOTROU ho Toue.


P'en devo roet diskuizh an AOTROU da Zoue dit eus da holl enebourien tro-war-dro, er vro a ro dit an AOTROU da Zoue evel hêrezh evit he ferc'hennañ, e tiverki eñvor Amalek a-zindan an neñv. N'ankounac'ha ket!


Doue, goude bezañ gwechall komzet d’hon tadoù meur a wech hag e meur a zoare dre ar brofeded,


Chom a ra eta un diskuizh a sabad evit pobl Doue.


ken na roio diskuizh an AOTROU d'ho preudeur evel deoc'h, ha ken na berc'hennint int ivez ar vro emañ an AOTROU ho Toue o vont da reiñ dezho. Hag e tistroiot d'ar vro a zo deoc'h da berc'hennañ anezhi, an hini en deus roet deoc'h Moizez servijer an AOTROU en tu-mañ d'ar Jordan, war-zu ar sav-heol.


Jozue a gemeras eta an holl vro hervez kement en doa lavaret an AOTROU da Voizez; Jozue a roas anezhi da Israel evel hêrezh, hervez o meuriad pep a lodenn. Hag ar vro a voe sioul hep brezel.


Bremañ an AOTROU ho Toue en deus roet diskuizh d'ho preudeur, evel m'en doa lavaret. Distroit eta bremañ, kit d'ho teltennoù, d'ar vro a zo deoc'h, an hini en deus roet deoc'h Moizez servijer an AOTROU en tu all d'ar Jordan.


Pell amzer goude m'en doa roet an AOTROU diskuizh da Israel eus e holl enebourien a oa en-dro dezhañ, Jozue a oa kozh hag oadet bras,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos