Evidomp-ni hon eus kredet, ec’h antreomp en diskuizh, hervez ar pezh en deus lavaret: Evel ma em eus touet em c’hounnar, n’antreint ket em diskuizh. Koulskoude e oberoù a oa peurc’hraet abaoe krouidigezh ar bed.
Klevout a ris ur vouezh o tont eus an neñv a lavare din: Skriv: Eürus diwar vremañ ar re varv hag a varv en Aotrou. Ya, eme ar Spered, evit ma tiskuizhint eus o labourioù, rak o oberoù a heuilh anezho.