Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Hebreed 4:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Rak an hini a zo antreet en e ziskuizh en em ziskuizh eus e oberoù, evel ma reas Doue eus e re.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Rag an hini a zo antreet en he repos, a ziskuiz ive euz he oberou he‐unan, evel Doue euz he re.

Ver Capítulo Copiar




Hebreed 4:10
9 Referencias Cruzadas  

Er seizhvet deiz, Doue en doa echuet e holl oberenn en doa graet, hag e tiskuizhas er seizhvet deiz eus e holl oberenn en doa graet.


P’en doe Jezuz kemeret ar gwinegr, e lavaras: Peurc’hraet eo! Hag, o vezañ pleget e benn, e rentas e Spered.


Hemañ a zo splannder skedus e c’hloar hag heñvelder e bersonelezh, derc’hel a ra an holl draoù dre e c’her galloudek. Eñ en deus graet e-unan ar c’hlanidigezh eus hor pec’hedoù hag a zo en em azezet a-zehou d’ar Veurdez doueel el lec’hioù uhel meurbet.


met eñ, o vezañ kinniget un aberzh hepken evit ar pec’hedoù, a zo en em azezet evit atav en tu dehou da Zoue,


Chom a ra eta un diskuizh a sabad evit pobl Doue.


Klevout a ris ur vouezh o tont eus an neñv a lavare din: Skriv: Eürus diwar vremañ ar re varv hag a varv en Aotrou. Ya, eme ar Spered, evit ma tiskuizhint eus o labourioù, rak o oberoù a heuilh anezho.


Da bep hini anezho e voe roet saeoù gwenn. Lavaret e voe dezho gortoz c’hoazh un nebeud amzer, betek ma vo peurc’hraet an niver eus o c’henseurted a servij hag o breudeur a dle bezañ lakaet d’ar marv evelto.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios