Bremañ an AOTROU ho Toue en deus roet diskuizh d'ho preudeur, evel m'en doa lavaret. Distroit eta bremañ, kit d'ho teltennoù, d'ar vro a zo deoc'h, an hini en deus roet deoc'h Moizez servijer an AOTROU en tu all d'ar Jordan.
Met Sihon ne fizias ket en Israel evit e lezel da dremen dre e vro. Sihon a zastumas e holl bobl, hag e kampjont e Jahaz, hag e stourmjont ouzh Israel.