Setu perak an AOTROU en deus taolet kuit holl ouenn Israel, hag en deus o izelaet ha lakaet etre daouarn preizhataerien, betek o c'has pell a-zirak e zremm.
Jeremiaz 7:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Touz da vlev ha taol anezho pell, ha disklêr ur werz war an tosennoù, rak an AOTROU en deus taolet kuit ha dilezet rummad e gounnar. |
Setu perak an AOTROU en deus taolet kuit holl ouenn Israel, hag en deus o izelaet ha lakaet etre daouarn preizhataerien, betek o c'has pell a-zirak e zremm.
Neuze Job a savas, hag e rogas e vantell, e touzas e benn, e kouezhas d'an douar, e stouas
E-pad ma c'halve an Aotrou, AOTROU an armeoù, da ouelañ en deiz-se, da huanadiñ, da douzañ ho pennoù, da c'hourizañ ar sac'h,
Dilezet em eus va zi, dilaosket em eus va hêrezh, roet em eus ar pezh a gare va ene da zaouarn hec'h enebourien.
Ha distaolet ez pefe Juda evit biken? Ha bez' en defe da ene heug ouzh Sion? Perak e skoez warnomp hep ma vefe yec'hed ebet evidomp? Gortoz a reomp ar peoc'h, met n'eus netra vat, amzer ar yec'hed, met setu ar spont.
Ar re vras hag ar re vihan a varvo er vro-mañ, ne vint ket sebeliet, ne vint ket gouelet, den n'en em raio flañch ha den n'en em douzo evito.
Sav da zaoulagad etrezek an uhellec'hioù ha sell: Pelec'h ne'c'h eus ket gastaouet? En em zerc'hel a raes war an hentoù evel un Arab er gouelec'h, ha saotret ec'h eus ar vro dre da c'hastaouerezh ha da zrougiezh.
Ur vouezh a voe klevet war an uhellec'hioù, goueladegoù ha garmoù mibien Israel, rak gwashaet o deus o hentoù, hag ankounac'haet o deus an AOTROU o Doue.
Gaza a zo deuet da vezañ moal, Askalon a dav gant nemorant o zraonienn. Betek pegeit en em ri flañchoù?
Rak pep penn a vo moal, pep barv a vo troc'het, war bep dorn e vo flañchoù, ha war an divgroazell e vo seier.
War ar menezioù e savin va mouezh gant daeroù, gant hirvoudoù, ha war beurvanoù ar gouelec'h e tisklêrin ur werz, rak devet int ha den ne dremen enno. Ne vez ken klevet trouz an tropelloù; laboused an neñvoù hag al loened o deus tec'het kuit, aet int kuit.
O stlabezañ a rin e-touez ar broadoù n'o deus ket anavezet, nag int nag o zadoù, hag e kasin war o lerc'h ar c'hleze, betek ma em bo kuzumet anezho.
Mab an den, displeg ur c'hlemmgan diwar-benn roue Tir, hag e lavari dezhañ: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Bez' e oas siellet e krec'h, leun a furnez, peurvat e kaerder,
En em laka moal ha touz da vlev, en abeg da'z mibien karet-mat. En em laka moal evel an erer, rak ez int harluet pell diouzhit.
Eñ a respontas dezho: Ur rummad fall hag avoultr a c’houlenn ur mirakl, ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet mirakl ar profed Jona.
Ur rummad fall hag avoultr a c’houlenn ur mirakl, ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet mirakl ar profed Jona. Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit.
Met, o welout kalz a farizianed hag a sadukeiz o tont d’e vadeziant, e lavaras dezho: Lignez a naered-gwiber, piv en deus desket deoc’h tec’hout diouzh ar gounnar da zont?
E kalz a c’herioù all e roas testeni dezho hag o atizas en ur lavarout: En em salvit diouzh ar rumm fall-mañ.