Kerkent ha ma klevas Akab ar c'homzoù-se, e rogas e zilhad, e lakaas ur sac'h war e gorf, e yunas, e c'hourvezas paket en ur sac'h, hag e kerzhas goustadik.
en amzer-se e komzas an AOTROU dre Izaia mab Amoz o lavarout: Kae, distag ar sac'h diouzh da zivgroazell, lam da votoù eus da dreid. Hag evel-se e reas, o vont en noazh ha divotoù.
Hag e-lec'h c'hwez-vat e vo flaer, e-lec'h gourizoù e vo kerdin, e-lec'h blev rodellet o devo pennoù moal, e-lec'h saeoù ledan e vint gronnet e seier, saotroù a vo e-lec'h kaerder.
e teuas tud eus Sichem, eus Silo hag eus Samaria, pevar-ugent den, touzet o barv ha roget o dilhad, o vezañ graet flañchoù dezho o-unan, gant profoù hag ezañs en o daouarn, evit o degas da di an AOTROU.
Yud, Hesbon! Rak Ai a zo distrujet. Garmit, merc'hed Rabba, gwiskit ar sac'h, hirvoudit, redit amañ hag ahont a-hed ar mogerioù! Rak Malkam a yelo d'an harlu gant e aberzhourien hag e bennoù.
Mab an den, Nebukadnezar roue Babilon en deus lakaet e armead d'ober ur servij poanius a-enep Tir. An holl bennoù a zo deuet da vezañ moal hag an holl divskoaz kignet; ha n'en deus bet gopr ebet eus Tir, nag eñ nag e armead, evit ar servij en deus graet a-enep dezhi.
Treiñ a rin ho kouelioù e kañvoù, hag hoc'h holl ganaouennoù e klemmganoù; lakaat a rin ar sac'h war an holl groazelloù, hag ar moalder war an holl bennoù, hag e lakain ar vro e kañv evel evit ur mab nemetañ, hag an diwezh a vo evel un devezh a c'hwervder.