War ar menezioù e savin va mouezh gant daeroù, gant hirvoudoù, ha war beurvanoù ar gouelec'h e tisklêrin ur werz, rak devet int ha den ne dremen enno. Ne vez ken klevet trouz an tropelloù; laboused an neñvoù hag al loened o deus tec'het kuit, aet int kuit.
An tan a zo deuet eus ur skoultrig eus he brankoù, devet en deus he frouezh, ha n'he deus ken a skourr kreñv da vezañ ur vazh-roue. Evel-se emañ ar c'hlemmgan, evit ma servijo da glemmgan.
Hag e tisplegint ur c'hlemmgan warnout, hag e lavarint dit: Penaos ez out distrujet, te hag a oa poblet gant tud ar mor, kêr vrudet ha galloudek war vor, te ha da annezidi hag a daole ar spont war ar re a oa o chom eno?
Mab an den, displeg ur c'hlemmgan diwar-benn roue Tir, hag e lavari dezhañ: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Bez' e oas siellet e krec'h, leun a furnez, peurvat e kaerder,
Evel-se emañ ar c'hlemmgan, evit ma servijo da glemmgan warni. Merc'hed ar broadoù a zisplego ar c'hlemmgan-mañ diwar-benn an Ejipt hag hec'h holl engroez, eme an Aotrou AOTROU.
Mab an den, displeg ur c'hlemmgan diwar-benn Faraon roue an Ejipt, hag e lavari dezhañ: Bet out evel ul leon yaouank e-touez ar broadoù, hag evel an euzhvil a zo er morioù. En em deurel a raes ez stêrioù, hag e saotres an doureier gant da dreid, hag e leunie a fank o gwazhioù.
Selaouit ar gomz-mañ en deus disklêriet an AOTROU a-enep deoc'h, mibien Israel, a-enep an holl diegezhioù am eus lakaet da bignat eus bro Ejipt o lavarout:
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoù, an Aotrou: War an holl leurioù e vo klemmoù, en holl straedoù e vo lavaret: Siwazh! Siwazh! Galvet e vo d'ar c'hañv al labourer-douar, ha d'ar c'hlemm ar re a lavar klemmganoù.
En deiz-se e raint ur c'hrennlavar diwar ho penn, hag e huanadint gant ur garm truezus o lavarout: Graet eo! Distrujet omp holl! Kemmet en deus lodenn va fobl! Penaos e kemero anezhi diouzhin? Lodennet en deus hor parkeier da dud dizoue!