En amzer Pekak roue Israel, Tiglad-Pilezer roue Asiria a zeuas hag a dapas Ijon, Abel-Bed-Maaka, Janoak, Kedesh, Hazor, Galaad, ar Galilea, hag holl vro Neftali, hag e harluas ar bobl da Asiria.
O vezañ dilezet holl c'hourc'hemennoù an AOTROU o Doue, graet o doa dezho skeudennoù teuzet, daou leue. Graet o doa Asheraoù, hag azeulet holl arme an neñvoù, ha servijet Baal.
setu ar gomz en deus disklêriet an AOTROU a-enep dezhañ: Disprizañ a ra ac'hanout, c'hoarzhin a ra ouzhit, ar werc'hez merc'h Sion. Hejañ a ra he fenn war da lerc'h, merc'h Jeruzalem.
an hini en deus kaset er-maez kirri ha kezeg, un arme ha brezelourien greñv, evit bezañ gourvezet a-gevret hep sevel ken, evit bezañ mouget, lazhet evel ul lutigenn.
Lavarout a ri dezho ar gomz-mañ: Va daoulagad a deuz e daeroù noz-deiz ha ne baouezont ket, rak ar werc'hez, merc'h va fobl, a zo bet freuzet gant ur freuz bras, gant ur gouli poanius.
a lavar d'ar c'hoad: Te eo va zad, ha d'ar maen: Va ganet ec'h eus. Troet o deus o c'hein ouzhin ha nann o dremm, hag en amzer o gwalleur e lavaront: Sav ha savete ac'hanomp!
hag e lavari: Evel-se e vo beuzet Babilon, ha n'adsavo ket eus an droug ez an da lakaat da zont warni. Bec'hiet e vint! Betek amañ emañ komzoù Jeremiaz.
Petore testeni a ginnigin dit? Gant petra ez keñveriin, merc'h Jeruzalem? Ouzh petra ez hañvalin evit da frealziñ, gwerc'hez merc'h Sion? Rak da c'houli a zo bras evel ar mor, ha piv az pareo?
En amzer-se ec'h adsavin tabernakl David a zo kouezhet, aozañ a rin ar freuzoù ha sevel an diskaroù, hag ec'h adsavin anezhañ evel ma oa en deizioù a-wechall,