Neuze an holl bobl, adalek ar bihanañ betek ar brasañ, ha pennoù ar strolladoù, a savas hag a yeas d'an Ejipt, dre m'o doa aon rak ar Galdeiz.
Jeremiaz 42:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned N'ho pet ket aon rak roue Babilon, ma hoc'h eus aon dirazañ, n'ho pet ket aon razañ, eme an AOTROU, rak me a zo ganeoc'h evit ho saveteiñ hag ho tieubiñ eus e zorn, |
Neuze an holl bobl, adalek ar bihanañ betek ar brasañ, ha pennoù ar strolladoù, a savas hag a yeas d'an Ejipt, dre m'o doa aon rak ar Galdeiz.
Paouezit hag anavezit eo me a zo Doue, me a vo meulet e-touez ar pobloù, me a vo meulet dre an douar holl.
Ar pobloù a fiñv, ar rouantelezhioù a vrañsell, lakaat a ra e vouezh da vezañ klevet, hag an douar a deuz.
Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit, na sellez ket nec'het, rak me eo da Zoue; da nerzhañ a rin, da sikour a rin, da zerc'hel a rin gant dorn dehou va reizhder.
Pa dreuzi an doureier e vin ganit, ar stêrioù ne c'holoint ket ac'hanout. Pa gerzhi dre an tan ne vi ket devet, hag ar flamm ne guzumo ket ac'hanout.
Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit. Degas a rin da rummad eus ar sav-heol, dastum a rin da lignez eus ar c'huzh-heol.
Ober a raint brezel ouzhit, met ne drec'hint ket warnout, rak ez on ganit evit dieubiñ ac'hanout, eme an AOTROU.
Me a raio dit bezañ ur voger arem kreñvaet evit ar bobl-mañ. Ma reont brezel dit, ne drec'hint ket warnout, rak e vin ganit evit da saveteiñ ha da zieubiñ, eme an AOTROU.
Met ar vroad a lakaio e c'houzoug dindan yev roue Babilon hag a servijo anezhañ, a lezin en he douar, eme an AOTROU, evit ma en labouro ha ma chomo warnañ.
Hag e komzis ouzh Sedesia roue Juda hervez an hevelep komzoù, hag e lavaris: Lakait ho kouzoug dindan yev roue Babilon, ha servijit anezhañ hag e bobl, hag e vevot.
Na selaouit ket outo. Servijit roue Babilon, hag e vevot. Perak e vefe ar gêr-mañ distrujet?
en abeg d'ar Galdeiz. Aon o doa dirazo, peogwir en doa Ismael mab Netania lazhet Gedalia mab Ahikam, lakaet da c'houarnour war ar vro gant roue Babilon.
Met n'en em savit ket a-enep an AOTROU ha n'ho pet ket aon rak pobl ar vro-se, rak bara e vint evidomp, o diwall a zo en em dennet a-ziwar dezho, an AOTROU a zo ganeomp, n'ho pet ket aon dirazo.
N’ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c’horf ha ne c’hellont ket lazhañ an ene. Doujit kentoc’h an hini a c’hell lakaat an ene hag ar c’horf er gehenn.
hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc’hemennet deoc’h. Ha setu, emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed. Amen.
rak me a zo ganit ha den ne lakaio e zorn warnout d’ober droug dit, rak ur bobl vras am eus er gêr-mañ.
Petra a lavarimp eta diwar-benn an traoù-se? Mar d-eo Doue evidomp, piv a vo a-enep deomp?
rak an AOTROU ho Toue a gerzh ganeoc'h da vrezeliñ evidoc'h a-enep hoc'h enebourien, evit salviñ ac'hanoc'h.
Met an Aotrou a zo en em zalc’het tost din hag en deus va c’hreñvaet, ken ma em eus prezeget gant nerzh hag an holl baganed o deus klevet. Ha dieubet on bet eus genoù al leon.
Den ne zalc'ho dirazout e-pad holl zeizioù da vuhez; me a vo ganit evel ma'z on bet gant Moizez, ne zilaoskin ket ac'hanout, ne zilezin ket ac'hanout.
Ha ne'm eus ket gourc'hemennet dit: En em galoneka ha bez kreñv? Na spont ket ha na'z pez ket aon, rak an AOTROU da Zoue a vo ganit dre holl ma'z i.