Jeremiaz 27:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
11 Met ar vroad a lakaio e c'houzoug dindan yev roue Babilon hag a servijo anezhañ, a lezin en he douar, eme an AOTROU, evit ma en labouro ha ma chomo warnañ.
Piv bennak a chomo er gêr-mañ a varvo dre ar c'hleze, dre an naonegezh pe dre ar vosenn, met an hini a zeuio er-maez hag en em rento d'ar Galdeiz a seziz ac'hanoc'h, a vevo hag en devo e vuhez evel preizh.
Hag e komzis ouzh Sedesia roue Juda hervez an hevelep komzoù, hag e lavaris: Lakait ho kouzoug dindan yev roue Babilon, ha servijit anezhañ hag e bobl, hag e vevot.
Ar vroad pe ar rouantelezh na servijo ket Nebukadnezar roue Babilon, ha na lakaio ket e c'houzoug dindan yev roue Babilon, ar vroad-se a gastizin-me, eme an AOTROU, dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn, betek ma em bo distrujet anezho dre e zorn.
Evel-henn e komz an AOTROU: An hini a chomo er gêr-mañ a varvo dre ar c'hleze, dre an naonegezh pe dre ar vosenn, an hini a yelo etrezek ar Galdeiz a vevo; e ene en devo evel preizh, hag e vevo.
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Pa em bo dastumet ti Israel a-douez ar pobloù m'emaint strewet enno, e vin santelaet drezo dirak daoulagad ar broadoù, hag e vint o chom en o bro am eus roet da'm servijer Jakob.